Juluan II
Flavius Claudius Iulianus (henc'hresianeg : Ἰουλιανός), Julian ar Renavi, pe c'hoazh Julian II (abalamour d'an impalaer Didius Julianus a renas en e raok) (331 – 26 a viz Mezheven 363) a oa un impalaer roman etre 361 to 363, koulz ag ur prederour ha skrivagner henc'hresianek.
Un niz da Constantinus Iañ e oa, ha dreistbevet en deus lazhadeg an tiegezh impalaerel aozet gant Constantius II e genderv. Julian a venas emzivad goude lazhadenn e dad e 337, hag e kreskas dindan evezh dizehan gant Constantius.[1] Hogen aotreet e voe gant an impalaer da gas Julian da Hellaz ha deskiñ ar brederouriezh klasel. Dre-se e teuas Julian da vout un den desket-bras, muioc'h eget e gempredidi[2]. Constantius II a c'halvas Julian e 355 d'e harpañ evit ren Galia. Daoust ma ne oa ket skiant-prenet getoñ, e teuas a-benn da dizhout an amkan : adkas ar C'hermaned da tu arall ar Roen[1]. E 360 e voe dilennet da impalaer gant e soudarded e Lutetia (Pariz), o loc'hañ ur brezel keodedel gant Constantius. Hogen pervel a reas Constantius a-raok ma c'halljont krogiñ un emgann etreze, ha Julian a zeuas da vout impalaer d'e heul.
Julian a oa un tiern milourel, koulz ag un theosofour, ur c'hempennour sokial, hag ul lenneg meur[3]. Ar rener digristen diwezhañ ag an impalaerezh e oa, ha splann e oa evitañ e oa dav adstaliañ talvoudigezhioù kozh ar Republik Roman evit e saveteiñ ag an diskar[4]. Skarzhañ a reas ul lodenn vras eus izili ar melestradur uhel a-raok klask adlakaat hengounoù relijiel Henroma evit gwanaat ar gristeniezh. Raktreset en devoa sevel an trede azeuldi e Jerusalem evit kreñvaat galloud ar yuzevien diwar-goust ar gristenien[2]. Berzet e oa d'ar gristenien kelenn ha deskiñ al lennegezh klasel pa oa Julian o ren[5].
Buhez prevez
kemmañGanet eo bet e Kêrgustentin e miz Du pe e miz Kerzu 331, en ur familh eus Moesia. E dad, Julius Constancius, a oa mab da Caius Flavius Julius Constantius (Constance Chlore).E vamm, Basilina, a oa eil gwreg Julius Constancius ; aet eo da Anaon nebeut goude bet he bugel.
E miz Du 355 e timezas Juluan gant Helena, merc'h an impalaer Constantius II. Difrouezh e chomas ar c'houblad. N'ouzer ket hag ur gwir goublad a oa anezho.
Buhez politikel
kemmañAnvet e voe da Gaesar e Galia, adalek 355 betek 361[6], gant Constantius II, ha da impalaer roman goude adalek miz C'hwevrer 361[6] betek e varv e-kerzh noz ar 26/27 a viz Mezheven 363. Nemet ugent miz ne renas, met brudet e voe e oberoù, milliget aliesoc'h eget benniget. Adsevel al liesdouegezh en e impalaeriezh a fellas dezhañ, pa oa bet savet er relijion gristen, pe en arianegezh, dindan an eskibien Eusebios Nikomedia (a vadezas an impalaer Kustentin Veur), ha Georgios Kappadokia.
Skridoù a savas a-enep ar gristeniezh.
Skridoù
kemmañ- Misopogon[7]
- Meuleudi en enor d'an impalaer an impalaer Koñstanz
- Meuleudi en enor d'an impalaerez Euzebia
- Oberennoù an impalaer Koñstans, pe Diwar ar roueelerezh
- Diwar kimiad Sallustius
- D'ar Sened ha da Bobl Aten
Levrlennadur
kemmañ- J. Bidez : L'empereur Julien. Oeuvres complètes. Discours de Julien César. Belles Lettres. Paris. 1972
- François Zosso ha Christian Zingg ː Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Editions Errance. Paris. 1994
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 Oxford Dictionary of Late Antiquity, "Julian the Apostate", p. 839
- ↑ 2,0 ha2,1 Julian.
- ↑ Glanville Downey, "Julian the Apostate at Antioch", Church History, Vol. 8, No. 4 (December 1939), pp. 303–315 ; gwelit p. 305.
- ↑ Athanassiadi, p. 88.
- ↑ Potter, David (2009). Rome in the Ancient World - From Romulus to Justinian. Thames & Hudson. 288 p. ISBN 978-0500251522.
- ↑ 6,0 ha6,1 Hervez Zosso ha Zingg ː miz C'hwevrer 360.
- ↑ (en) Troidigezh saoznek e Wikisource