Flavius Iulius Constantius, anavezetoc'h evel Constantius II, (7 a viz Eost 317 - 5 a viz Here 361) a voe Impalaer Roman (337 - 361) eus Tiegezh ar Gonstantined.

Constantius II
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma, Impalaeriezh roman ar Reter Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFlavius Julius Constantius Kemmañ
Titl noblañsimpalaer roman Kemmañ
Praenomentalvoud dianav Kemmañ
NomenFlavius, Julius Kemmañ
CognomenConstantius Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Eos 317, 13 Eos 317 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSirmium Kemmañ
Deiziad ar marv3 Du 361 Kemmañ
Lec'h ar marvKilikia Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvfever Kemmañ
TadKustentin Iañ Kemmañ
MammFausta Flavia Maxima Kemmañ
Breur pe c'hoarHelena, Constantina (merc'h Constantinus), Constans, Constantinus II, Crispus Kemmañ
PriedFaustina, daughter of Julius Constantius, Eusebia Kemmañ
BugelConstantia Kemmañ
FamilhConstantinian dynasty Kemmañ
GensFlavius Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargimpalaer roman, senedour roman, impalaer bizantat Kemmañ
BrezelQ3651757 Kemmañ
Anvet diwarapostate Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman Kemmañ
Constantius II

Arabat meskañ e anv gant hini e vreur Constans, a voe impalaer gantañ.

E vuhez kemmañ

Eil mab Constantinus Iañ ha Fausta e oa. Ganet e oa e Sirmium (en Illyricum), hag anvet e voe da Gaesar gant e dad. Teir gwech e voe dimezet: d'ur verc'h da Julius Constantius da gentañ, da Eusebia da eil, da Faustina da drede. Ur verc'h o doe, Constantia, a zimezas gant an Impalaer Gratianus.

Pa varvas e dad Constantinus e 337, e voe lazhadeg, kaset en-dro gant Constantius. Graet e voe o stal d'ar gerent deuet eus eil dimeziñ e dad-kozh Constantius Chlorus gant Theodora, ha ne chomas ken nemet e vreur henañ Constantinus II, hag e vreur all Constans, ha daou genderv (Gallus hag e hantervreur Juluan) evel paotred. En em glevout a reas an tri breur da rannañ an Impalaeriezh etrezo, hervez youl o zad. Da g-Constantinus II Britannia, Galia hag Hispania; da g-Constans Italia, Afrika, hag Illyricum; ha da g-Constantius ar Reter .

Savet da Caesar (= eil impalaer), d'an 8 a viz Du 324.

Anavezet evel Augustus (= impalaer) d'an 9 a viz Gwengolo 337.

Stourm a-enep falsimpalaerien ha gourdrouz eus ar broioù estren kemmañ

Marv ha warlerc'hiad kemmañ

Juluan a voe lakaet da Augustus gant arme Galia e 361, ha Constantius a voe ret dezhañ c'hoari dre nerzh ouzh an impalaer dre laer. Pa oa an div arme o vont d'en em gannañ e varvas Constantius gant an derzhienn nepell diouzh Tarsus d'ar 5 a viz Here 361, ha Juluan a voe embannet da vout Augustus dre an Impalaeriezh roman.