Recycle002.svg
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.

Crispus Flavius Julius a oa mab henañ an impalaer roman Constantinus Iañ ha Minervina. N'ouzer mann eus an dimeziñ-se, na penaos e echuas, nemet e rankas c'hoarvezout a-raok 307, pa zimezas Constantin gant Fausta, merc'h da Maximianus Herculius. N'ouzer ket ivez pegoulz e oa ganet Crispus.

Solidus Crispus, graet da lidañ trec'h e dad Constantinus Iañ war ar C'hoted e 323.
Mogerlivadur ouzh terest palez Crispus e Trier, ma weler darn eus tiegezh Constantinus Iañ: Crispus n'emañ ket

CaesarAozañ

Constantinus a lakaas e vab Crispus da Gaesar e 317, war un dro gant e vreur Constantinus yaouank, e Serdica (a zo Sofia hiziv). Crispus a voe anvet da gonsul dre deir gwech, en 318, 321 ha 324. Dimeziñ a reas d'ur plac'h anvet Hélène, hag ur bugel o doe en 322.

Karget e oa bet da zifenn harzoù ar Roen ha trec'h e voe war ar Franked en 320 ha war an Alamaned en 324. E 323 e oa bet trec'h en Hellespont, war vor eta, war Licinius, ha dre-se e kemeras perzh e trec'h e dad.

MarvAozañ

En 326 e voe lazhet war urzh e dad Constantin, e Pola en Istria (hiziv Pula en Kroatia). Er bloaz-se end-eeun e voe lazhet e lezvamm Fausta war urzh Constantin ivez. N'ouzer ket petra a c'hoarvezas gant gwreg ha bugale Crispus.

D'an istorourien a vremañ n'eus abeg splann ebet d'ar muntroù-se. Re amzer Constantinus zo mut diwar-benn kement-se. Hervez an istorour bizantat Zosimus (VIvet kantved), ha hervez Jean Zonaras war e lerc'h (XIIvet kantved), e voe tamallet Crispus gant e lezvamm da vezañ klasket kousket ganti, ken ez eas droug en e dad impalaer.

Pa gomprenas e oa faos an tamall e lakaas Constantin lazhañ Fausta.

Gouez d'an istorour frank Gregor Teurgn (VIvet kantved) e vije bet un irienn gant ar mab Crispus a-enep an tad Constantinus. Ret eo lavarout e oa chomet pagan Crispus, evel Fausta, ha diwar-se e c'hallfe bezañ bet bec'h etreze hag an impalaer kristen.

War ar pezhioù moneiz roman en e anv e weler ur paotr yaouank, dezhañ an titl a "Caesar Nobl" (NOB CAESAR) ha war an tu all a-wechoù an titl a "Briñs ar Yaouankiz" (PRINCIPI IVVENTVTI). D'autres revers monétaires célèbrent ses victoires sur les Alamans, ou des dédicaces à Jupiter, à Mars ou à Sol Invictus et à des vertus personnifiées.

LevrlennadurAozañ

  • Henry Cohen, Description historique des monnaies frappées sous l'Empire Romain, Paris, 1892