Assyria (proviñs roman)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Assyria a voe ur broviñs roman berrbad (116–118).

Assyria en Impalaeriezh roman, war-dro 120

Savet e voe gant an impalaer roman Trajan er bloavezh 116, goude trec'h ar Romaned war ar Barted e reter an Impalaeriezh, er pezh a zo deuet da vezañ Irak bremañ. Div broviñs all a voe savet gant Trajan ivez dre eno, Armenia ha Mesopotamia.

Dindan ren an impalaer Hadrian, war-lerc'h Trajan, ez eas kuit ar Romaned eus Assyria. Kendalc'het e voe ganto e-pad pell d'ober gant an anv Assyria, en un doare dispis, evit menegiñ ar vro en norzh da Vezopotamia.