Yves Marie Audrein

Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Yves Marie Audrein, bet ganet d'ar 14 a viz Here 1741 e Gwareg (Aodoù-an-Arvor a-vremañ, Bro-C'hall) ha muntret d'an 19 a viz Du 1800 e Kerfeunteun (bremañ ur c'harter eus Kemper e Penn-ar-Bed, Bro-C'hall), a oa ur beleg hag un eskob touer breizhat. Da gannad departamant ar Mor-Bihan e voe dilennet da vare an Dispac'h Gall.

Assassinat de l'Evêque Audrein ; 28 brumaire an IX livet gant Hippolyte Berteaux e 1889.

Dalc'het e voe prosez Loeiz XVI e Pariz adalek an 10 betek ar 26 a viz Kerzu 1792. Bezañ e voe Yves Marie Audrein e-touez ar gannaded a votas evit ma vije kaset ar roue d'ar marv, en ur reiñ da c'houzout e oa ali gant ar c'hannad Jean-Baptiste Mailhe en devoa lakaet un enkemmad da zaleañ ar setañs da zont. A-walc'h e oa d'ar roueelourien da varn an eskob d'ar marv ivez : harzet e voe e garr gant ur vandennad Chouaned, e-kichen Chapel Sant Herve, tra m'edo gant e hent da Vontroulez ha fuzuilhet gante a-benn-kaer.

Liamm diavaezAozañ