Jean-Marie Jacob
Jean-Marie Jacob a oa an eskob touer kentañ e departamant Aodoù-an-Hanternoz / Eskopti Sant-Brieg nevez, er bloaz 1791.
Buhez
kemmañJean-Marie Jacob a oa ganet e Ploueg-ar-Mor e bro Oueloù d'an 22 Eost 1741.
Mab eo oa da Jean-Baptiste, aotrou Koad-Haleg, ha Marguerite Gérard, eus renk bourc'hizien en o aez.
Anv e baeron a voe roet dezhañ, Jean-Marie Jacob, aotrou Kleuzmeur, alvokad er Breujoù.
Skoliaet e voe e skolaj eskopti Sant-Brieg, hag e kloerdi Sant-Brieg.
Goude bet beleg hag eskob, Jean-Marie Jacob a oa marvet dre un derzhienn vrein, d'an 28vet a viz Mae 1801 (8 prairial IX), goude aet da vizitañ prizonidi glañv e prizon Sant-Brieg.
Eus beleg da eskob
kemmañGoude bet echuet e amzer kloerdi gantañ, e oa bet anvet person e Lannebeur d'ar 26 Genver 1786, oadet tost da 50 vloaz.
Touiñ a reas d'ar Vonreizh diveleg, d'ar sul 6 C'hwevrer 1791, da-heul an Ao. maer Le Guen, da vare an oferenn, e chapel Liskorno.
D'ar sul 13 Meurzh 1791, bodet e oa 350 beleg en iliz-veur Sant-Brieg evit dilenn un eskob. An deiz war-lerc'h, d'al Lun 14 Meurzh 1791, Jean-Marie Jacob a voe dilennet eskob, dirak Y. Galbon ha J. Corbel.
An deiz war-lerc'h, digemeret hag anvet e oa en iliz-veur gant bodadeg an dilennerien. E fin an oferenn e voe kanet an Te Deum en enor d'an eskob nevez.
D'ar sul war-lerc'h, beleien an eskopti e oa pedet d'ar gousperoù, ha da ganañ an Te Deum, da-heul evit an eskob hag evit diglañvadur ha pare ar Roue.
Sakret e voe e Pariz d'ar 26 Ebrel 1791 gant Claude Le Coz, eskob Il-ha-Gwilun, eskob-meur evit ar gwalarn.
En-dro da Sant-Brieg, d'an 13 Mae 1791, e voe degemeret gant 700 pe 800 gward, ha 5000 pe 6000 a dud, kent ha goude bet tremenet dindan ur volz-enor goloet gant delioù derv.
Staliet e voe en doare ofisiel en iliz-veur Sant-Brieg d'ar sul 15 Mae 1791.
E vuhez eskob
kemmañAn eskob dervek
kemmañAl lesanv-se a oa bet tapet gantañ e-kerzh miz Ebrel 1792, pa voe o weladenniñ Lannon, e Bro-Oueloù, e-lec'h e veze komzet brezhoneg. Un den, o welout an eskob o tont eus Sant-Brieg etre soudarded hag o devoa laket delioù derv war o fuzuilhoù, e hopas "Derv tout int, an escob dervek"[1].
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Dielloù ar barrez. Kaier ar barrez Lannon, skrivet gant an Ao. chaloni Allain. Skrivet er stumm-se e levr R. Couffon, Jean-Marie Jacob. An eskop dervek. L'évêque aux Feuilles de Chêne. Bulletins & Mémoires. Société d'Emulation des Côtes-du-Nord. Tome LXXV, 1945-1946. Les Presses Bretonnes. Saint-Brieuc. 1946, p. 110.