Skolaj Diwan Penn-ar-Bed

Skolaj Diwan Penn-ar-Bed a vez graet eus an daou skolaj Diwan, Skolaj Diwan ar Releg Kerhuon ha Skolaj Diwan Gwiseni e Penn-Ar-Bed[1].

Logo Diwan

Skolaj Roparz Hemon

kemmañ

Skolaj Diwan ar Releg Kerhuon a oa bet digoret er bloavezh 1988 gant an anv Skolaj Roparz Hemon. Staliet er Releg-Kerhuon (straed Gay Lussac) nepell diouzh Brest. Ar c'hentañ skolaj Diwan e voe da vezañ digoret. Divadezet e voe 12 vloaz war-lerc'h dre efed Gwalldaol Kever[2] a lakas da greskiñ an tagadennoù a-enep ar Brezhoneg hag ar vroadelouriezh vrezhon. Goude an divadeziant e vez kaoz c'hoazh eus an anv Skolaj Diwan Roparz Hemon betek e kemennadennoù Diwan[3]. Yves Mervin en doa bet ar mennozh skrivañ e levr Arthur et David : Bretons et Juifs sous l'Occupation adalek an tabut-se[4]

Skolaj Diwan Gwiseni

kemmañ

Skolaj Diwan Gwiseni, staliet straed ar Chaloni Rannou, digoret eo bet er bloavezh 2003 gant 44 skolajiad[5]

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ