Ar Redadeg

redadeg a-eilek
Ar Redadeg
Ar Redadeg
Stand Ar Redadeg - Festival Yaouank 2015
Krouidigezh Mae 2008
Padelezh Mae 2008 - Bremañ
Sujidigezh Redadeg
Doare Aozadur digorvo
Ger-stur Brezhoneg ha plijadur
Lec'h pennañ Morzhell, Il-ha-Gwilen, Breizh
Bro Breizh
Deiz-ha-bloaz Miz Mae
Anvioù all "Ar redadeg evit ar Brezhoneg"

"Ar redadeg a di da di"

Lec'hienn internet https://www.ar-redadeg.bzh/

Ar Redadeg zo ur redadeg hir, war droad, noz-deiz e-pad meur a zevezh, aozet a-hed hag a-dreuz Breizh evit dastum arc'hant evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Bep eil bloaz e vez aozet en deizioù kentañ a Vae.

Aozet e oa bet ar Redadeg kentañ e 2008, gant Diwan evit lidañ he 30 vloaz.

Aozadur

kemmañ

Aozet eo gant ar gevredigezh Ar Redadeg, diazezet e Morzhell, e Bro-Roazhon.

Korrika

kemmañ

Savet eo war batrom Korrika Euskal Herria a zo bet krouet e 1980 hag a vez redet bremañ bep eil vloaz. Eno e vez redet war-dro 2 300 km dre an holl vroioù euskarek (Euskadi ha Nafarroa e Spagn, hag Iparralde e Bro-C'hall).

Doare ar Redadeg

kemmañ

Ur redadeg a-eiladoù eo, 9 km a vez redet e pep eurvezh. Pep kilometr a vez redet gant un den er penn a-raok o tougen ur vazh-test kizellet e koad, ha neb a gar war e lerc'h. Evit dougen ar vazh-test war-hed ur c'hilometr eo ret paeañ 100 euro.
E kêrioù ha kêriadennoù e vez aozet un degemer d'an arvesterien ha d'ar rederien, predoù, sonadegoù.

Ar vazh-test

kemmañ

Ar vazh-test zo ur vazhig koad, ennañ ur barzhoneg a vez lennet e dibenn ar redadeg. Arouez ar brezhoneg douget a zorn da zorn (hag "a di da di" hervez al lugan pennañ) eo.

Skeudennoù

kemmañ

Redek ha kanañ: tonioù ha sonioù

kemmañ

Kanaouennoù zo bet savet evit ar Redadeg, ha gallout a reer klevout anezho:

  • 2008: kempennet ez eus bet gant EV ur ganaouenn gozh, Redadeg, a c'haller selaou amañ: [1] (You Tube);
  • 2010: savet ez eus ur ganaouenn, Ar Redadeg, gant David ar Gall hag e skolidi e Skolaj Diwan Gwened, a glever amañ [2], hag a c'haller lenn amañ;
  • 2012: savet ez eus ur ganaouenn gant Mark Kerrain, Redek a rin keit, a glever amañ: [3], hag a c'haller lenn amañ.
  • 2014: gant Alambig Elektrik eo bet savet, a c'haller klevet amañ [4].
Bloavezh Anv Strollad
2008 Ar Redadeg EV
2010 Ar Redadeg David Ar Gall/ Skolaj Diwan Gwened
2012 Redek a rin keit Mark Kerrain
2014 Alambadeg Alambig Elektrik
2016 Huch 'ta ! Redadeg Adaozik ha bugale Skolaj Diwan Gwened[1]
2018 Betek an trec'h Penn Salsardin[2]
2020/1 Deus'ta mignon Lies
2022 Redadeg 2022 Enora de Parscau

Gwelet ivez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ
 
Pegell Redadeg 2010

Liammoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ