Euskareg

yezh ar re vask
(Adkaset eus Euskarek)
Basque Country in Spain and France

Ur yezh digenvez eo an euskareg, pe euskara pe euskera, pe baskeg, yezh c'henidik Euskal Herria (pe Bro-Vask) etre mervent ar Stad c'hall e departamant gall ar Pireneoù-Atlantel ha biz Spagn, e kumuniezhoù emren Euskadi ha Nafarroa.

Euskareg
(Euskara)
Perzhioù
Komzet e : Spagn ha Frañs
Rannved : Europa
Komzet gant : 751 700
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù vaskonek (Yezh digenvez)
  • Euskareg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Euskadi (Spagn)
Akademiezh : Euskaltzaindia
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 eu
ISO 639-2 baq (B) / eus (T)
ISO 639-3
Kod SIL bSQ
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Renkadur ar yezhAozañ


An euskareg unvanAozañ

N'oa ket bet skouriekaet stumm skrivet a-raok 1968 diwar atiz an Ertzaindia a zo un atebegezh ofisiel ganti (un akademiezh roueel eo). Prientet e voe kinnigadennoù gant ur bodad skrivagnerien ha yezhoniourien a dalc'has abadennoù studi e Baiona (Lapurdi) e 1964-1965. Da geñver an 50vet bloavezh an akademiezh lidet e santual Arantzazu e voe degemeret furmoù unvan a-dreuz liesseurted an euskareg. Ar yezhoniour, politikour ha skrivagner, Txillardegi, en doa kinniget darn vuiañ ar grafoù. Pa veze troet an euskareg skrivet war zu stummoù Lapurdi ha Nafarroa, e yeas muioc'h war zu re Gipuzkoa. An euskareg skouer a vez graet an euskal batua hag e vez implijet ez-ofisiel er Gumuniezh emren, en deskadurezh ha muioc'h mui er mediaoù.

Pelec'h e vez komzet?Aozañ

Komzet e vez, e meur a zoare disheñvel, e Kumuniezh Emren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (Eusko Jaurlaritza / Gobierno Vasco), ar strollad broadelour EAJ-PNV (Euzko Alderdi Jeltzalea / Partido Nacionalista Vasco) en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleustr ur politikerezh yezh efedus-tre.

Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra).

A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù-Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat).

Statud ofisielAozañ

Ur statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa.

N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Republik c'hall.

RannyezhoùAozañ

 
Rannyezhoù an euskareg.
  • ██ Mendebalekoa
  • ██ Erdialdekoa
  • ██ Nafarra
  • ██ Nafar-lapurtarra
  • ██ Zuberotarra
  •  
    Kartenn Bonaparte

    Bez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel:

    • biskaeg (e Bizkaia, spagn. Vizcaya);
    • gipuzkoeg (e Gipuzkoa, spagn. Guipúzcoa);
    • uhel-nafarroeg (e Nafarroa, spagn. Navarra);
    • izel-nafarroeg (e Nafarroa Beherea, gall. Basse Navarre);
    • lapurdieg (e Lapurdi, gall. Labourd);
    • zuberoeg (Souletin) (e Zuberoa, gall. Soule).

    YezhadurAozañ

    Perzhioù boutin en deus an euskareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa.

    Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ ma'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel.

    Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù-skoazell evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun ha hini ar renadenn ameeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da zisplegañ ar verboù en euskareg.

    Da skouer :

    Martinek egunkariak erosten dizkit

    Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din. Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze.

    Renadenn eeun ar frazenn eo "egunkaria". Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv-kadarn-mañ neuze.

    Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar verb pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ:

    GeriadurAozañ

    Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg.

    Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met diaes-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skouer:

    • lore ("bleunienn") diwar florem;
    • gela ("kambr") diwar cellam.

    Gerioù ha frazennoù skouer:Aozañ

    • Bai = Ya
    • Ez = Nann
    • Kaixo!, Agur! = Salud!
    • Agur!, Adio! = Kenavo!
    • Ikusi arte = Ken 'vi gwelet!
    • Eskerrik asko! = Trugarez!
    • Egun on = Demat
    • Mesedez = Mar plij
    • Barkatu = Digarezit ac'hanon
    • Komunak = Privezioù
    • Komuna non dago? = Pelec'h emañ ar privezioù?
    • Non dago tren-geltokia? = Pelec'h emañ ar porzh-houarn?
    • Ba al da hotelik hemen inguruan? = Pelec'h emañ al leti tostañ?
    • Zorionak = Gouelioù mat! (Evit Nedeleg hag ar Sant-Jilvestr)
    • Ez dut ulertzen = Ne gomprenan ket
    • Ez dakit euskaraz = Ne gomzan ket euskareg
    • Ba al dakizu ingelesez? = Ha komz a rez saozneg?
    • Zein da zure izena? = Pe anv out?
    • Ongi etorri! = Degemer mat!
    • Egun on denoi = Demat d'an holl!
    • Berdin / Baita zuri ere = Dit-te ivez! (d. s. goude Kaixo pe Egun on)
    • Jakina! Noski! = Mat eo!
    • Nongoa zara? = Eus belec'h out?
    • Non dago...? = E pelec'h emañ...?
    • Badakizu euskaraz? = Ha komz a rez euskareg?
    • Bai ote? = Dam ya 'ta?
    • Bizi gara! = Bev omp!
    • Bagarela! = Ni ivez (respont)
    • Topa! = Yec'hed mat!
    • Hementxe! = Du-hont/ Du-mañ!
    • Geldi! = Paouez 'ta!
    • Lasai = Rez ket bil
    • Ez dut nahi = N'em eus ket c'hoant

    LevrlennadurAozañ

    • KOSTIOU Jeremi, Stourm evit ar vachelouriezh en euskareg penn-da-benn, e-barzh Bremañ, miz Mae 2014, n°391.

    Liammoù diavaezAozañ

    Troidigezhioù e brezhoneg. Da lenn evit netra war http://www.kembre-breizh.org.uk

    Yezhadurioù war-linennAozañ

    Geriadurioù war-linennAozañ