Digeriñ al lañser pennañ

Kumuniezh Emren Euskadi
Euskadi
 (euskareg)
Banniel Euskadi Ardamezioù Euskadi
(Banniel Euskadi) (Ardamezioù Euskadi)
Lec'hiadur Euskadi
Kan broadel Eusko Abendaren Ereserkia
Yezhoù Spagnoleg, euskareg
Kêr-benn Vitoria-Gasteiz
Prezidant Iñigo Urkullu (EAJ/PNV)
Gorread
-Hollad
-Dour

87268 km²
Poblañs
-Stankter
2 155 546 annezad. (2008)
94.9/km2
Basque country map.png

Kumuniezh Emren Euskadi (a-wechoù Euskadi hepken) zo unan eus Kumuniezhioù emren Spagn, e Norzh Rouantelezh Spagn war ribl ar Meurvor Atlantel. E menezioù an aradennad kantabrik emañ, menezioù a reer Menezioù Euskadi anezho ivez. Er biz emañ harzoù ar Stad C'hall, er Reter emañ Kumuniezh Forel Nafarroa, er Su ar Rioja ha Kastilha ha León hag er C'hornôg kumuniezh Kantabria. N'eo Kumuniezh Emren Euskadi nemet ul lodenn eus Euskal Herria (Bro-Vask) pa'z eus 7 proviñs en homañ tra ma n'eus nemet 3 er Gumuniezh Emren.
Hervez bonreizh ar Rouantelezh eo anavezet kumuniezh Euskadi evel unan eus broadelezhioù Spagn war diriadoù proviñsoù Araba, Gipuzkoa ha Bizkaia. Dezho ur gorread a 7 234 km², hag ur boblañs a 2 124 846 a annezidi (2005) gant ur stankter poblañs a 292,4 annezad/km². Emañ kêr-benn ar Gumuniezh e Gasteiz (spagnoleg : Vitoria) en Araba. Staliet eo gouarnamant Euskadi ha Breujoù ar Gumuniezh eno.

Divyezhek eo an annezidi pa'z eo dever an holl Spagnoled, hervez ar vonreizh, gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar riez, met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al latin evel ar yezhoù all komzet e Ledenez Iberia. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus skolioù unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.

Gwelet ivezAozañ