Redadeg
Ur redadeg a vez lavaret eus pezh a ra tud o redek a-gevret. Pa ne vez nemet un den o redek e komzer eus redadenn un den.
Kevezadeg
kemmañPeurvuiañ e klask ar rederien redek buanañ ma c'hallont evit gounit. Ur gevezadeg tizh eo neuze.
Redadegoù a bep seurt
kemmañA bep seurt redadegoù a vez, ha redek a vez graet e meur a zoare :
- Redek war droad :a bep seurt a zo, adalek 100 metrad betek 42,195 kilometrad
- Redek ha reteriñ : gant ur gartenn hag un nadoz-vor,
- Redadegoù kirri : war hentoù pe en un drova,
- Redadegoù kezeg,
- Redadegoù kezeg-houarn: war an hent pe en ur marc'hhouarnva, gwelout : redadeg war varc'h-houarn,
- Redadegoù kezeg-tan,
- Redadegoù kezeg sterniet : d'an drot,
- Redadegoù chas : gant levrini peurvuiañ.
Atleterezh
kemmañEn atleterezh e vez termenet pizh an traoù pa gomzer eus an diskiblezhioù olimpek :
- ar redadegoù tizh berr pe sprint berr, en o zouez :
- 100 metrad,
- 100 metrad lamm-garzh (evit ar merc'hed hepken),
- 110 metrad lamm-garzh (evit ar baotred hepken),
- 200 metrad,
- 4x100 metrad a eiladoù.
- ar redadegoù tizh hir pe sprint hir, en o zouez :
- ar redadegoù damhir pe grenn, en o zouez :
- ar redadegoù hir, en o zouez :
Estreget ar maraton an holl gevezadegoù-se a vez redet war roudenn.
E-touez dek diskiblezh dekatlon ar baotred e kaver peder redadeg : 100 metrad, 110 metrad lamm-garzh, 400 metrad ha 1 500 metrad.
E-touez seizh diskiblezh heptatlon ar merc'hed e kaver teir redadeg : 100 metrad lamm-garzh, 200 metrad ha 800 metrad. Graet e vez kevezadegoù kevredet eus an heptatlon hag an dekatlon.