Ras yr Iaith (e brezhoneg : "redadeg ar yezh") zo ur redadeg hir, war droad, a-dreuz Kembre, aozet en hañv evit souten ar c'hembraeg. Savet eo bet war skouer redadegoù all evel ar Redadeg e Breizh pe Korrika en Euskadi.

Ras yr Iaith e 2014, e Castellnewydd Emlyn.

Disheñvelik eo avat diouzh ar redadegoù evit ar brezhoneg hag an euskareg, rak ne c'hoarvez nemet a-dammoù hag er c'hêrioù. Renet eo an traoù gant ur gevredigezh a zo bet savet a-ratozh, "Rhedadeg Cyf", harpet gant "Mentrau Iaith" Kembre ha gant tud a-youl-vat e pep korn-bro. Ouzhpenn brudañ ar yezh ha krouiñ liammoù etre ar gembraegerien e klasker ivez dastum arc'hant evit ar yezh ha mont a ra ar gwenneien gounezet evel-se da harpañ ar c'hembraeg er c'hornioù-bro m'eo tremenet ar redadeg.

Graet e voe ar redadeg kentañ e Mezheven 2014 ha bep daou vloaz eo bet graet abaoe.

Liamm diavaez

kemmañ