Patrom
Patrom (eus ar ger gallek patron) a c'hell bezañ :
- Ur sant pe ur santez a zo bet roet e anv d'un den pe d'ur barrez pe ar sant pe ar santez hag eo bet dibabet evit gwarezer(ez) d'ur barrez, d'ur strollad, d'ur gumuniezh relijiel pe nann-relijiel, d'ur vro.
- Ur paotr/gwaz pe ur plac'h/maouez a zo bet roet da warezer(ez) relijiel un den, bihan pe bras, p'eo bet badezet. Sell ouzh paeron ha maeronez ivez
- Un dra pe un den a c'hell bezañ ur skouer pe a c'hell bezañ drevezet.
- Un den pe un loen re heñvel ouzh un all. Skouer : bezañ patrom-buhez d'e dad. Kevatal da bimpatrom
- en arzoù neuziañ, ur skeudenn pe ar pezh a vez implijet gant an arz evit kregiñ gant e oberenn (un den pe ul loen pe un dra)
- ur skeudenn pe un dra (paper, kartoñs, lien) evit dilinennañ un dra treset pe fetis (evit troc'hañ an dilhad, da skouer)
- er Wikipedia, ur pajenn (sellet ouzh Wikipedia:patrom) hag e c'heller silañ anezhi en un all diwar ul lavarenn ispisial (skouer : Patrom:Disheñvelout ha sachet eo bet ar c'hentañ linenn eus ar bajenn-mañ).