France 3 Bretagne

(Adkaset eus France 3 Ouest)

France 3 Ouest a zo unan eus trizek skourr rannvroel ar chadenn c'hall France 3, skignet er rannvroioù Breizh ha Broioù al Liger, ha diazezet e Roazhon.

Aozadur

kemmañ

Kevala

kemmañ

Gant France 3 Ouest ez eus ur budjed bloaz a 31,97 milion a euroioù.

Ar bodoù-skrivañ lec'hel

kemmañ

Ar bodoù-skrivañ lec'hel a skign ho embannadurioù eus ar gazetenn lec'hel. Pevar anezho a zo, evit pevar kêr vras eus ar C'hornôg :

  • France 3 Haute Bretagne : er sez e Roazhon
  • France 3 Estuaire : 2, straed Gaëtan Rondeau - Ile Beaulieu, BP 30109, 44201 Naoned Cedex 2
  • France 3 Maine : 26, straed Gougeard, 72017 Le Mans Cedex
  • France 3 Iroise : straed Frédéric-Le-Guyader, 29287 Brest Cedex

Ar burevioù digreizennet

kemmañ

Ar burevioù digreizennet n'o deus ket a embannadur lec'hel eus ar gazetenn, n'int nemet burevioù kelaouiñ, titouriù hag enklask. Lec'hiet int e kêrioù brasañ ar pep departamant n'o deus ket a bod-skrivañ lec'hel.

Ar skignañ

kemmañ

Abadennoù gallek

kemmañ
  • L'enquête Ouest : un enklask diwar-benn un tem eus ar c'heleier, ar gevredigezh, pe un elfenn rannvroel dibar, skignet e vez d'ar c'hentañ ha d'an trede sadorn eus ar miz.

Abadennoù brezhonek

kemmañ

Abadennoù brezhonek a vez skrignet en un darn eus Breizh:


  • Te ha Me : ur pennad-kaoz e brezhoneg etre Goulwena An Henaff hag un den pedet, skignet bep sul, [1]
  • Mouchig-Dall, ur magazin evit ar vugale, skignet e vez bep merc'her mintin, ha kinniget eo gant Goulwena An Henaff ha Riwal Kermarec, [2]
  • Son da zont, ur magazin brezhonek diwar-benn ar sonerezh e Breizh, skignet eo bep sadorn mintin tro 10e30, ha kinniget eo gant Youenn Chap'.[3]


Abadennoù kozh

kemmañ
  • Red An Amzer : ur magazin politikel ha kevredigezhel a veze skignet bep sul da 11e30 en amzer Fañch Broudig
  • C'est mieux le matin : un abadenn kuzulioù ha servijoù kinniget bep mintin e-pad ar sizhun da 10e25, eus an 18 a viz Gwengolo 2006 da miz Even 2009, gant Sylvie Denis ha Eric Le Guen.
  • Digor Din : ur magazin sevenadurel brezhonek diwar-benn Breizh, skignet e oa bet sadorn mintin da 10e30, kinniget e oa gant Corinne ar Mero, hag evit ar gronikenn diwar-benn ar sonerezh : Bernez Quillien.

Kinnigerien ha luskerien

kemmañ
  • Sylvie Denis
  • Goulwena An Henaff
  • Riwal Kermareg
  • Fañch Broudig
  • Corinne ar Mero
  • Bernez Quillien
  • Anna Quere
  • Jean-Pierre Lyvinec
  • Robin Durand
  • Tangui Kermarrec
  • Emilie Langlade


Bep bloaz e vez roet gant France 3 Breizh prizioù d'ar re a striv evit broudañ ha diorren implij ar brezhoneg. Kinniget e vez an abadenn gant Goulwena An Henaff en ur gêr disheñvel bep tro.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Vidéos des journaux du 12/13 :

Vidéos des journaux du 19/20 :

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.