Anna Quéré
Anna Quéré zo ur gelaouennerez vreizhat o chom e Roazhon. Labouret he deus e France 3 Breizh a-raok mont da gazetennerez freelance. Labourat a ra evit meur a gazetenn, en o zouez Le Télégramme pe Ar Men[1] hag ur bern re all[2], e galleg hag e brezhoneg.
Merc'h eo da Herve Kere[3] mestr-skol, ha da Anna-Vari Mengi, eus Sine. Savet eo bet e Kergombou, e Sant-Riwal ha skoliet er skol divyezhek publik nevez krouet d'ar mare-se. Studioù he deus graet war an istor ha brezhoneg e Brest, war ar yezhoniezh e Fort-de-France ha Rouan.
Meur a vloavezh eo bet o labourat e France 3 Breizh, e France 3 Iroise da gentañ, ha war-lerc'h war-dro an abadennoù brezhonek e Roazhon. Kelaouennerez oa evit Red an amzer ha dreist-holl Bali Breizh, gant Goulwena an Henaff, Yann Herle Gourves ha Youenn Chap.
E 2011, e-pad an hañv, eo bet o kinnig an abadenn "Tomm Tomm Tomm", e France 3 Breizh ivez.
Oberennoù
kemmañEmbannet he deus ul levr gallek gant Emgleo Breiz ha savet un nebeud pennadoù brezhonek e Brud Nevez.
- Les Bretons et la langue bretonne. Ce qu'ils en disent. Anna Quéré. Emgleo Breiz, 2000.
Notennoù
kemmañ- ↑ https://armen.bzh/auteurs/
- ↑ https://web.archive.org/web/20180808161331/http://annaquere.fr/
- ↑ "Kere", anv an tad en embannadurioù TES. "Quéré", anv ar verc'h en abadenn Bali Breizh hag e Brud Nevez.