Gwimaeg
kumun Penn-ar-Bed
Gwimaeg | ||
---|---|---|
An iliz ha Maen ar Rannoù (dirak) | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Guimaëc | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Lanneur (betek 2015) Plouigno (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29073 | |
Kod post | 29620 | |
Maer Amzer gefridi | Georges Lostanlen 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Montroulez Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 942 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 50 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 59 m bihanañ 0 m — brasañ 118 m | |
Gorread | 18,73 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwimaeg a zo ur gumun e Breizh, e Bro-Dreger, e Penn-ar-Bed, e kanton Plouigno.
DouaroniezhAozañ
- War aod Mor Breizh emañ Gwimaeg.
Kumunioù amezek : Lokireg, Lanneur, Sant-Yann-ar-Biz.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Vicus Maioci, XIIvet kantved ; Gumet, Guitmace, Vimahec, 1330 ; Ploemaec, c. 1330 ; Guicmeac, XIVvet kantved ; Guicmack, 1636.
- Hervez mammennoù all : parrez sant Maeg eo, ha Ploemaeec e oa an anv betek ar XIVvet kantved.
ArdamezioùAozañ
- Rannet : ouzh 1 en argant e gleze en gul, beg ouzh kab ; ouzh 2 en gul e lestr goueliet en argant.
IstorAozañ
- Tudet eo ar c'hornad abaoe oadvezh ar maen, hervez a weler gant un toullad peulvanoù. Ur blouev e oa da gentañ, ha « Ploemaec » e oa betek ar XIVvet kantved, pa ne chomas nemet Gwimaeg ken. Lanneur ha Lokireg zo bet krouet diwar he c'houst.
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Breton, person, ha L'Hermitte, kure. [2]
XXvet kantvedAozañ
- E Beg an Fri e oa bet kaoz gant EDF da sevel ur greizenn nukleel e dibenn ar Patrom:Bloavezhioù 1970. A-benn ar fin e voe dilezet ar raktres ha dibabet Plougoñ.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Brudet eo an davarn-levrdi Café Caplan.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

BrezhonegAozañ
|
MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Baruau,
Aotrounez Kersalaun En sabel e ziv balmezenn en argant, peuliek kein-ouzh-kein. | |
Calloët Aotrounez Talarun En aour e dreustell en glazur leinet gant ur voualc'henn ivez en glazur |
GevelliñAozañ
A-gevret gant Lokireg : Droim Seanbhó, Iwerzhon (2003)
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) Lec'hienn ar gumun
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 47.