Jean Koatanlem
Jean Koatanlem, Aotrou Keraodi, lesanvet « gouarnour ar morioù [1]» a oa ur morlaer breizhat. Ganet e oa e 1455 e Gwimaeg e-kichen Montroulez ha marvet e oa e 1492 e Lisbon. Stourmet en doa evit Loeiz XI ha roue bro Bortugal, amiral ar flodad e oa. Nicolas Koatanlem, deuet war e lerc’h, e oa e niz
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Jean |
Anv-familh | Coatanlem |
Deiziad ganedigezh | 1455 |
Lec'h ganedigezh | Montroulez |
Deiziad ar marv | 1492 |
Lec'h ar marv | Lisbon |
Micher | morlaer |
Ur familh galloudus er vro
kemmañHenry Koatanlem, e dad, a oa ur produer lin bihan. Noplaet eo bet evit un ober kalonek ha deuet eo da vezañ pinvidikoc’h-pinvidikañ. E niz Nicolas Koatanlem2[2][1] en deus adtapet e ditl a Aotrou Keraodi war e lerc’h. Kendalc’het en deus e vicher morlaer. Astennet en deus kenwerzh e eontr e Breizh ha sikouret en deus Frañsez II, dug Breizh, a-enep ar C’hallaoued.
Micher kourser hag emgannoù
kemmañKourser evit roue Frañs
kemmañEr XVvet kantved edo Breizh e-kreiz ar c’henwerzh europat a-drugarez da genwerzh ar c'hezeg, an ed hag ar gwin. Montroulez a oa anavezet evit ezporzhiañ al lin produet e Breizh da bep lec’h en Europa3[3]. Jean Koantanlem a ezporzhe neuze e lin dre borzh Montroulez evel ur bern bourc’hizien vreizhat d’ar mare-se, met taoset e oa gant ar mogaj evel an holl goñversanted vreizhat. Er c’hontrol, merdeiñ evit ar brezel ne oa ket taoset.
Setu ma teuas Jean Koatanlem da vezañ moraer da 20 vloaz e 1470 evit Loeiz Lozia XI, roue Frañs, peogwir ne arc’hantaoue ket Frañsez II, dug Breizh, ar voraerien, ha taosañ a rae anezhe zoken. Er c’hontrol en doa roet Loeiz XI arc’hant da Jean Koatanlem evit prenañ ur vag ha difenn ar vro diouzh ar Saozon.
Ar marc’hadourezhioù laeret gant Jean Koatanlem war ar bigi saoz a bermetas buan dezhañ resteurel an arc’hant d’ar roue ha prenañ bigi all. Dont a reas Jean Koatanlem da vezañ pinvidik ha mestr war e vigi. An hini bouezusañ a oa anvet « la cuiller » met etre 5 ha dek bag all en devoa hervez ar mareoù[2].
Kourser evit roue Portugal
kemmañE 1483 e tagas Jean Koatanlem bigi Kastilha a oa neptu koulskoude. Rediet e voe dug Breizh da damall Koatanlem evit e obererezh enep lezenn. Skarzhet e voe eus Breizh. Ne c’hellas ket mont na da vro Spagn na da vro Saoz, neuze e tagas Lisbon e bro Bortugal e-lec’h ma voe harzet gant roue Portugal hag a ginnigas dezhañ labourat evitañ[2]. Gopret e voe neuze gant roue Portugal a roas dezhañ ar grad amiral. Difennet e vije bet gantañ bigi Portugal a-enep re ar Maghreb. Seblantout a ra e vefe bet e penn ergerzhadegoù zo. Mervel a reas e Lisbon e 1492 gant an titl a « roue ha gouarnour ar morioù », tost ar memes titl ha Kristof Koulm diwezhatoc’h.
Difenn Montroulez ha tagañ Bristol
kemmañPouezus-kenañ e oa Jean Koatanlem evit difenn Montroulez a-enep ar vorlaeron saoz :
E 1483, ar saverien bigi saoz eus Bristol, aet skuizh gant tagadennoù ar vorlaeron, a gasas teir bag evit tagañ Koatanlem e Montroulez, met memes ma oa 5 gwezh nebeutoc’h a dud en e skipailh e teuas Jean Koatanlem a-benn da drec’hiñ ar Saozon gant ur vag nemetken. Bloaz goude e drec’h, mont a reas da dagañ Bristol evit laerezh ar saverien bigi[2].
Ur c’hantved diwezhatoc’h, adalek 1690 e voe kroget da sevel kastell an Tarv[3] e Montroulez evit en em zifenn hep sikour ar vorlaeron. Ar pezh a ziskouez e oa pouezus plas Jean Koatanlem e geopolitikerezh Breizh.
Koun
kemmañRoud e avanturioù e Portugal zo bet kizellet war un dar vein (1545) e chapel Sant-Anton e Plouezoc'h. War ar blakenn-se e kaver ur groaz latin eus Portugal kelc’hiet gant ur garavelenn, un dorn, ur pesk hag un evn evit aroueziañ e titl a « roue ar morioù ».