Kastell an Tarv zo ur c'hreñvlec'h savet war ur roc'h anvet « an Tarv » e Bae Montroulez. E kumun Plouezoc'h emañ.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Kastell an Tarv, e bae Montroulez

Savet e voe kastell an Tarv da ziwall korn-bro Montroulez diouzh argadennoù Bro-Saoz, adalek 1542. Unan eus porzhioù bras Breizh e oa Montroulez en amzer-se, an trede porzh pouezusañ er vro, goude Naoned ha Sant-Maloù, ha brav e oa ar stal gant tud ar c’hornad, gant kenwerzh al lin hag al lien. Brav e oa lec’hiet Montroulez ivez, en arvor Mor Breizh, evit ober kenwerzh gant Bro-Saoz, Holland, Spagn ha Portugal.

Gant se e teue preizherien eus Bro-Saoz hag eus lec’h all da ober ar riñs war korn-bro Montroulez. E 1522 e voe lakaet an arigrap war kêr Vontroulez ha devet e voe gant moraerien saoz. War atiz kêriz Montroulez e voe savet kastell an Tarv neuze, adalek 1542, evit mirout ouzh Saozon pe breizherien all da sevel pelloc’h en douaroù gant ar stêr betek Montroulez. Maer Montroulez an hini e oa “kabiten ar c'hastell”.

Labourioù Vauban

kemmañ

E 1661 e voe perc’hennet ar c’hastell gant Loeiz XIV. En amzer-se ne oa ket a genwerzh etre Breizh ha Bro-Saoz ken, dre ma oa stegn an traoù etre an div rouantelezh. Urzh a voe roet da Vauban da adkempenn kastell an Tarv evit ober anezhañ unan eus kreñvlec’hioù difenn harzoù ar rouantelezh. Pemp bloaz ha daou-ugent e padas al labourioù. Brasaet e voe ar c’hastell da reiñ bod d’ur strollad soudarded, lakaet e voe kanolioù ennañ, savet e voe ur gegin, ur chapel, daou doull-bac’h. Dastumet e veze an dour-glav en un oglenn, evit kaout dour da evañ.

Adalek 1721 e teuas kastell an Tarv da vezañ ur prizon hepken. Ennañ e voe bac’het prokulor Breujoù Breizh, Loeiz ar Chalotez, e 1756, dre m’en doa kemeret penn an eneberezh ouzh penngomandant Breizh, an dug d'Aiguillon. E-pad an Dispac'h gall e voe toullbac’het beleien didou ennañ, kenkoulz ha dispac’herien na blijent ket d’ar galloud. Da-heul emsavadeg Kumun Pariz, e 1871, e teuas di Louis Auguste Blanqui (1805-1881), ar prizoniad brudet diwezhañ e Kastell an Tarv. Dilezet e voe prizon an Tarv e 1890 met lakaet e voe ar savadur e rummad ar Monumantoù istorel e 1914.

Amzer vremañ

kemmañ

E 1930 e teuas buhez en-dro da gastell an Tarv, pa voe feurmet gant ar familh de Vilmorin digant ar Stad c’hall a oa perc'henn warnañ. O zi-hañv e oa ar c’hastell.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe aloubet gant an arme alaman. Dilezet e voe goude ar brezel, ha n’eo nemet e 1960 e teuas advuhez d’al lec'h, gant ur gevredigezh bageerien. War o atiz e voe feurmet gant kêr Vontroulez ha staliet e voe ur skol-vageal ennañ, betek 1980.

Dilezet e voe adarre, hag e 1989, diwar atiz tud ha dilennidi ar c’hornad e voe roet lañs d’ur raktres adkempenn. Arc’hant a voe diyalc’het gant ar Stad c’hall e 1996, ha kaset e voe ar raktres neveziñ war-raok gant Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Montroulez.
Heñvel eo ar c'hastell bremañ ouzh an hini a voe savet adalek 1689, gant greunvaen eztennet e Kalod pe en inizi all e-kichen. En em astenn a ra war ar roc’h penn-da-benn, koulz lavaret : 60 metr hed, 12 metr led ha 12 uhelder eo ar savadur ha 1 450 m² eo e c’horread.

E 2006 e oa bet echuet al labourioù ha digoret ar c’hastell d’ar weladennerien. E Karanteg hag e Plouganoù e c’haller lestrañ e bourzh bigi da vont betek ennañ.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • F. Le Coat, Louis Le Guennec, Le Château du Taureau, embannadurioù Le Curieux / la Plomée, Gwengamp, adembannadur 1996, 160 p.
  • Guillaume Lécuillier, Le Taureau, Forteresse Vauban, Baie de Morlaix, Skol Vreizh, Morlaix, 2005, 144 p.
  • François de Beaulieu, Hervé Ronné, Le Taureau, sentinelle de la Baie de Morlaix, embannadurioù Ouest France, 2006, 32 p.
  • Daniel & Marie-Claude Appriou, Le château du Taureau, bastion et prison, éditions finistériennes, 2005, 80 p. (ISBN 2-9503519-5-6).

Liammoù diavaez

kemmañ