Bardell e boulouard Voltaire, Pariz

Kronologiezh: Dibenn an eil impalaeriezh ha Kumun Pariz Aozañ

1870

  • 19 a viz Gouere: Bro-C’hall a zisklêr brezel da Vro-Prus.
  • 2 a viz Gwengolo: trec’het eo Napoleon III e Sedan.
  • 4 a viz Gwengolo: disklêriadur ar Republik e Lyon hag e Pariz.
  • 27 a viz Here : Bazaine, e-penn an arme republikan, a godian e Metz.
  • 28/30 a viz Here : Klask a ra an arme terriñ gronn ar Brusianed, o vont d’ar Bourget. Ur c’hwitadenn eo.
  • 31 a viz Here : Emsavadeg e Pariz, Flourens ha tud Belleville a dap an Ti-Kêr, diouzh an noz eo tapet gant an arme en-dro.
  • 3 a viz Du : Votadeg evit ur gouarnamant a Zifen Broadel.
  • 5/7 a viz Du : Dilennadegoù ar maerioù er c’harterioù.
  • 3 a viz Kerzu : C’hwitet eo un taol eus an arme evit terriñ kelc’hiadur ar Brusianed.
  • 21/22 a viz Kerzu : C’hwitet eo adare un taol eus an arme evit terriñ kelc’hiadur ar Brusianed er Bourget.

1871

  • 19 a viz Genver : C’hwitañ a ra un arsailh all evit klask terriñ ar c’helc’hiadur.
  • 22 a viz Genver : Manifestadeg vras a enep ar galloud dirak an Ti-Kêr.
  • 28 a viz Genver : Sinet eo an arsav-brezel etre Prus ha Frañs.
  • 8 a viz C’hwevrer : Dilennet e vez ur Vodadeg Vroadel.
  • 15 a viz C’hwevrer : En em gevrediñ a ra ar gward broadel.
  • 17 a viz C’hwevrer : Adolphe Thiers lakaet e-penn ar galloud seveniñ.
  • 26 a viz C’hwevrer : Sinet eo ar peoc’h e Versailhez, mouezhiet eo gant ar vodadenn vrodel d’ar 1añ a viz Meurzh.
  • 1/3 a viz Meurzh : An alamanted en em stal war ar Champs Elysées evit tri devezh.
  • 10 a viz Meurzh : Dilojañ a ra ar Vodadeg Vroadel da Versailhez.


Eus ar Gumun d’an trede Republik

1872

  • 14 a viz Meurzh : Freuzadur ar gward broadel. Lezenn Dufaure a harz diouzh an dud mont en Etrebroadel.
  • 14 a viz Meurzh : An harluidi kentañ a zo kaset d’ar galeoù da Galedonia-Nevez.

1875

  • 14 a viz C’hwevrer : Mennad Wallon, votet gant ur mouezh difoc’h etre ar muiañ-niver hag ar bihan-niver.

1876

  • Miz c’hwevrer/ miz Meurzh: An trec’h az a gant ar republikaned en dilennadegoù.

1879

  • 3 a viz Meurzh : Distaoladeg lodeg.

1880

  • 23 a viz Mae : Kentañ lid koun da moger ar re gevredet e Père Lachaise.
  • 11 a viz Gouere : Distaoladeg hollek.

Tudennoù pouezus Aozañ