Ur politikour gall oa Arthur Ranc, ganet e Poitiers e 1831 ha marvet e 1908.

Arthur Ranc

E studioù eil derez a reas en e gêr c’henidik ha mont a reas da Bariz da studiañ ar gwir. E Pariz e teuas da vezañ mignon gant Jules Vallès hag Arnoult ; evelto en em ganas a enep war ar bardelloù d’an 2 a viz Kerzu 1851. Kenskrivañ a reas gant Blanqui ha Mazzini ; evit kement-se e voe toullbac’het ur bloaz e 1854. Goude bezañ kemeret perzh en ur gwall-daol e voe harluet e Lambessa en Aljeria. Tec’hout a reas en ur dremen dre Italia ha Suis. Enno e vevas betek distaoladeg 1859.

Distreiñ a reas neuze da Bariz; enno e kenlabouras da gelaouenn Delescluze « Le Réveil » hag e hini Vallès « La Rue ». Toull-bac’het e voe meur a wech evit e bennadoù. D’ar 4 a viz Gwengolo 1870 e voe anvet maer an IXvet karter ha da c’houde e voe kannad er Vodadeg Vroadel. Reiñ a reas e zilez d’an 2 a viz Meurzh. Ne oa ket e Pariz d’an 18 a viz Meurzh pa darzhas an emsavadeg hogen distreiñ a reas buan eno ha dilennet e voe e Kuzul ar Gomun en IXvet karter. Reiñ a reas e zilez, d’ar 6 a viz Ebrel evit diskouez e ziemglev e-keñver dekred an ostajoù. Goude-se e kemeras perzh el « Ligue d’union républicaine pour la défense des Droits de Paris » hag a glaske renabliñ ar peoc’h etre an daou du. N’en deus bet Ranc kudenn ebet e-pad ar Sizhunvezh wadek hogen, kazetennoù Versailhez en em zirollas a-enep dezhañ ha tec’hout a reas da Velgia. Kondaonet e voe d’ar marv dre zesfailh gant an trede kuzul brezel. Distreiñ a reas goude an Distaoladeg ha dilennet e voe kannad ar Sen e 1881 a-raok bezañ senatour e 1891.