Bered Père-Lachaise
Bered parizian
Bered Père-Lachaise, anvet ivez bered ar reter gant ar velestradurezh, eo ar brasañ bered e Pariz hag unan eus ar re vrudetañ er bed. Lec'hiet eo en 20vet arondisamant eus ar gêr, niverus eo an dud brudet beziet eno. Bep bloaz e vez ouzhpenn 3,5 milion a dud o weladenniñ al lec'h, pezh a lak anezhañ da vezañ ar bered gweladennet ar muiañ er bed.
IstorAozañ
Unan eus torgennoù Pariz, anvet Champ-l'Évêque dre ma oa perc'hennet gant Eskob Pariz er Grennamzer, a oa bet kemmet e anv en XIIvet kantved evit hini Mont-aux-Vignes, abalamour d'ar pezh a veze gounezet eno en amzer-se.
Digoret e oa bet d'an 21 a viz Mae 1804 pa voe beziet ur plac'hig 5 bloaz, Adélaïde Paillard de Villeneuve, merc'h un douger kleier eus ar faubourg Saint-Antoine.