Kaerell-vras

Kaerell-vras
Steinmarder.JPG

Status iucn3.1 LC.svg
Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Martes
Anv skiantel
Martes foina
Erxleben, 1777
D'ar vevoniezh
1GZX Haemoglobin.pngEmoji u1f344.svgCreative-Tail-Animal-butterfly.svg
e tenn ar pennad-mañ.


Ar gaerell vras, pe fouin, (Martes foina) zo ur bronneg e kerentiad ar mustelideged. Ar spesad mart boutinañ en Europa ar C'hornôg eo.

Doareoù pennañAozañ

Hir ha moan eo o c'horf, berr o favioù, hir ha blevek o lost. Tizhout a reont 40 - 50 cm ha 2 kg. Gell eo o blevenn gant un tarch gwenn war o gouzoug a ro tro d'o disheñveliñ diouzh ar mart boutin.

 
Skeledenn


AnnezAozañ

Ar c'haerelled bras a vez alies o chom en endroioù annezet gant an dud, er grignoloù a-wechoù da skouer. Pa vevont war ar maez e chomont pell diouzh al lec'hioù digor.

Kaerelled bras zo er Stadoù-Unanet abaoe ma'z eus achapet kuit hiniennoù a oa bet degaset di evel loened-ti.

 
Tiriad ar gaerell vras


Emzalc'hAozañ

Un aneval-noz eo. Kousket a ra diouzh an deiz ha chaseal da serr-noz. Debriñ a ra bronneged bihan, buzhug ha frouezh. Gallout a ra chaseal evned-porzh ivez.

Koulz ar parañ a bad eus miz Even betek miz Eost hag en nevezamzer e vez ganet ar c'helin (etre 2 ha 4 dre dorad).

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.