Kan Etrebroadel al Labourerien
|
Kan Etrebroadel al Labourerien, pe Kanaouenn etrevroadel al labourerion, anavezet ivez evel Kan an Dispac'h[1], a zo ur ganaouenn anavezet evel an Internationale e galleg, savet gant Eugène Pottier e 1871.
Deiziad krouiñ | 1871 |
---|---|
Implij | political party song, kan broadel |
Anvet diwar | International Workingmen's Association |
Stad | Russian Socialist Federative Soviet Republic, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Kumun Pariz, Chinese Soviet Republic |
A dalv evit tiriad | Chinese Soviet Republic, Russian Socialist Federative Soviet Republic |
Danvez pennañ | Kumun Pariz |
Bet erlec'hiet gant | State Anthem of the Soviet Union |
Erlec'hiañ a ra | Worker's Marseillaise |
Seurt oberenn | kanaouenn |
Tachenn | revolutionary song |
Troet gant | Rudolf Lavant, Neno Vasco |
Lec'h embann | Berlin |
Bro orin | Frañs |
Yezh an oberenn pe an anv | galleg |
Deiziad embann | 23 Gen 1918 |
Sonaozer | Pierre De Geyter |
Testenn gant | Eugène Pottier |
Bet embannet e | PPS Workers' Songbook |
Dezverket dre | hymn, anthem, Kanaouennoù-stourm, kanaouenn bropaganda |
Meur a stumm brezhonek zo anavezet, pemp anezho d'an nebeutañ[2]. Unan zo bet savet gant Charlez Rolland[3] hag embannet gant Camille Le Mercier d'Erm e-barzh La Bretagne libertaire, e 1921, unan all gant Marcel Hamon[4], kannad komunour goude an Eil Brezel-bed. Setu amañ unan all c'hoazh[5] :
War sav ! Va breudeur, ret eo sevel
Ar paour 'zo o tuiñ gant an naon Ar skiant a lâr a vouezh uhel 'N em gannañ start, skeiñ hep tamm aon ! Skuizh omp aet, re bell omp bet deñved, Mevelien gaezh, war sav, war sav ! Ur bed all gwelloc'h a vo savet Lec'h ma vimp mestr hep bezañ sklav. Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. |
Mestr bras ebet ne c'hell hor sikour
Na doue na priñs nag un all ! Yann Gouer, pesketaer ha micherour Deuit war hol lerc'h da reiñ ar brall Laeron vras, c'hwi 'vo lakaet izel, Ni 'zesko d'an dud gwelout sklaer Ha breman c'hwezhet tan hor c'hovel War'n houarn tomm 'vo lopet taer. Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. |
Ar stad hor gwask, al lezenn ivez
'N em wadañ 'rankomp 'vit netra Hor poan daoust da betra e talvez ? Da vevañ tud gant hon peadra ! Paromp holl, frankiz'zo da bep den Ha ni 'vez mac'het gwashoc'h-gwazh Mar karomp 'vint ket mestr da viken Deut eo ar c'houlz cheñch penn d'ar vazh! Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. |
Film
kemmañEn ur film eus 1938, graet gant Marcel Cachin, penn bras eus ar PCF, e weler tud o kanañ Sed an emgann diwezhañ e pont-an Abad[6]
Notennoù
kemmañ- ↑ Yann-Ber Piriou, e-barzh De Bretagne et d'ailleurs, Skol Vreizh, 2004, p. 154
- ↑ Yann-Ber Piriou, e-barzh De Bretagne et d'ailleurs, Skol Vreizh, 2004, p. 154
- ↑ L'Internationale en breton, el lec'hienn Follenn
- ↑ L'Internationale en breton, el lec'hienn Follenn
- ↑ War un ton stourm, Levrig kanaouennoù Breizhistance
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=P_DzCWkqxqM