Eugène Pottier
Eugène Pottier a oa bet ganet e Pariz d'ar 4 a viz Here 1816.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Eugène Pottier |
Anv ganedigezh | Eugène Edme Pottier |
Anv-bihan | Eugène, Edine |
Anv-familh | Pottier |
Anv e kana | ウジェーヌ・ポティエ |
Deiziad ganedigezh | 5 Her 1816 |
Lec'h ganedigezh | former 2nd arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 6 Du 1887 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Lec'h douaridigezh | Grave of Pottier |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Penalty | Kastiz ar marv |
Micher | barzh, politiker, skrivagner, communard, drawer |
Karg | Q62033965 |
Strollad politikel | Socialist Labor Party of America |
Brezel | Dispac'h Gall 1848, Siege of Paris, Kumun Pariz |
Skour lu | Garde nationale |
Oberenn heverk | Kan Etrebroadel al Labourerien |
Ezel eus | International Workingmen's Association, Frañmasonerezh |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | SACEM |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Mil anavezet e oa evel saver kanaouennoù-pobl da vare an Eil Republik c'hall (24 a viz C'hwevrer 1848 – 2 a viz Kerzu 1852) hag an Eil Impalaeriezh c'hall (2 a viz Kerzu 1852 – 4 a viz Gwengolo 1870). Aet e oa bet da bolitikour da vare emsavadeg Kumun Pariz (18 a viz Meurzh – 28 a viz Mae 1871).
E miz Gouere 1871 e oa bet savet pozioù an himn-dispac'h Kan Etrebroadel al Labourerien gantañ. Micherour tresour war zanvezioù e-pad an Eil Impalaeriezh e oa eneber ouzh ar renadur-mañ hag e teuas da vezañ unan eus pennoù-bras ar Sindikadelezh.
E 1867 e oa bet diazezet Sindikad micherel an atalieroù tresañ gantañ.
Adalek an 18 a viz Meurzh betek an 28 a viz Mae 1871 e oa bet ezel eus Poellgor kreiz republikan an Ugent arondisamant oc'h ober war-dro bodad servijoù kevread an arzourien.
Bet kondaonet d'ar marv dre zesfailh d'ar 17 a viz Mae 1873 ez eas en harlu da Stadoù Unanet e-lec'h ma aozas ar gengred evit ar gumunarded forbanet. Eno ivez ec'h emezelas ar frañmasonerezh ha goude Strollad sokialour labourerien Stadoù Unanet.
Kaset da ras hag hanter seizet e tistroas da Vro-C'hall goude distaoliadeg 1880. Aet e oa bet da Anaon e Pariz d'ar 6 a viz Du 1887.
Barzh dispac'her e oa ha kanet en devoa ar Gumun Ruz ha stourm ar werin :
- La terreur blanche,
- En avant la classe ouvrière,
- L'insurgé et un recueil,
- La question sociale (1885).