Kanaouennoù-stourm

Ur ganaouenn-stourm zo ur ganaouenn liammet ouzh ul luskad a c'houlenn cheñchamantoù er gevredigezh, pe skrivet a-ratozh evit goulenn cheñchamantoù. E meur a zoare-sonerezh ez eus bet skrivet kanaouennoù-stourm, er sonerezh folk, rock pe er sonerezh pop zoken, hag e meur a yezh.

E-touez al luskadoù bet kanet gant seurt kanaouennoù e kaver al luskad evit reiñ frankiz d'ar sklaved er Stadoù-Unanet, da reiñ ar gwir da votiñ d'ar merc'hed, da wellaat buhez ar vicherourien, diwar-benn gwirioù Mab-den, al luskadoù a-enep ar brezel, al luskad benelour, an dispac'h seksel ha meur a hini all. E Breizh e oant bet implijet stank, goude an Eil Brezel Bed dreist-holl, liammet ouzh ar stourmoù sokial (brezel al laezh) peotramant ar stourm a-enep an energiezh nukleel (Keleier Plogo gant Storlok) ha gwirioù ar repuidi (Degemer mat er Republik kanet gant Eben).