Yann-Ber Piriou
Yann-Ber Piriou
Anv ofisiel Jean-Pierre Piriou
Anv pluenn Yann-Ber Piriou
Obererezh Barzh
Danevellour
Romantour
Ganedigezh e 1937
e Lannuon, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg
Enorioù Priz Imram (1985)
Oberennoù pennañ
Ar mallozhioù ruz
Défense de cracher par terre et de parler breton
Traoù ouzhpenn
Dictionnaire du patrimoine breton
Histoire culturelle et littéraire de Bretagne
Kestell traezh evit kezeg ar mor
Ur feunteun anvet Anjela


Yann-Bêr Piriou a zo ur skrivagner hag ur barzh breizhat. Ganet eo bet e Lannuon d'an 30 a viz Eost 1937, brezhoneger a-berzh mamm. Bevet en deus e-pad 10 vloaz e Kaledonia-Nevez gant e dud. Studiet en deus e Nouméa, Pariz, Roazhon ha Kembre. Kelenner e Skol-Veur Roazhon 2 eo bet a-raok mont war e leve.

Skrivet en deus meur a studi (Usage spontané et usage littéraire du breton, Les Temps Modernes, 1973) ha dreist pep tra : Défense de cracher par terre et de parler breton, un torkad barzhonegoù stourm divyezhek eus 1950 da 1970 hag un esae diwar-benn ar yezh hag al lennegezh vrezhonek. Skrivet en deus ivez esaeoù, dastumadegoù barzhoniezh (Ar mallozhioù ruz, …). Graet en deus un dezenn doktorelezh Stad war lennegezh kollet eus ar Grennamzer Uhel e Breizh-Vihan. Labouret en deus ivez war doare ar c'hoariva brezhonek hag ar varzhoniezh vrezhonek adal an deroù betek bremañ.

Alan Stivell en deus lakaet daou varzhoneg dezhañ war e bladenn E Langonned.

Studiadennoù

kemmañ
  • Usage spontané et usage littéraire du breton e Les Temps Modernes, 1973

Studiadennoù e-barzh labourioù a-stroll :

  • Histoire culturelle et littéraire de Bretagne, Slatkine, Pariz, 1987
  • La Bretagne, une province à l'aube de la révolution, Brest, 1989
  • Les aventures de Jean Conan, Skol Vreizh, Montroulez, 1990
  • 1491, la Bretagne, terre d' Europe Brest, Kemper, 1992
  • Breizh-Bretagne Brüder-Grimm, Museum Kassel, 1993
  • Toute l'Histoire de Bretagne, Skol Vreizh, Montroulez, 1993
  • La Bretagne et la littérature orale en Europe, CRBC, Brest, 1999
  • Dictionnaire du patrimoine breton, Apogée, Roazhon, 2000
  • (br) Anjela Duval, oberenn glok Mignoned Anjela, Louergad, 2000
  • (br) Ar Seiz Breur (1923-1947), Terre de Brume, Roazhon, 2000
  • Monsieur le "conservateur", Apogée, Roazhon, 2001

Levrioù

kemmañ
  • (br) (fr) Défense de cracher par terre et de parler breton, P.J.O. Honfleur 1971
  • (br) Ar mallozhioù ruz, P.J. Oswald, Pariz, 1974
  • (br) Ur feunteun anvet Anjela, Levraoueg Aodoù an Arvor, 1991
  • Il était une voix... Anatole Le Braz, apogée, Roazhon, 1995
  • Au-delà de la légende… Anatole Le Braz, buhezskrid, Terre de Brume, Presse Universitaire de Rennes, 1999
  • (br) Kestell traezh evit kezeg ar mor (levr + pladenn fetis gant ar pianoour Didier Squiban), Skol Vreizh 2001, Priz Meur 2002 skrivagnerien Breizh, diazezadur Yves Rocher
  • (br) Divaskell da nijal kuit (barzhonegoù + ur bladenn), Skol Vreizh, 2017, Priz al levr a faltazi er Prizioù 2018.

Liammoù diavez

kemmañ