Didier Squiban
Didier Squiban | |
![]() | |
Didier Squiban
| |
Ganet | d'an 3 a viz Gwengolo 1959 Gwitalmeze |
---|---|
Micher(ioù) | Soner Sonaozour |
Doare(où) | Sonerezh Breizh, sonerezh klasel, jazz |
Benveg(où) | Piano |
Bloavezhioù oberiant | abaoe 1991 |
Label(ioù) | L'OZ Production, Coop Breizh, Naïve |
Lec'hienn ofisiel | (br) www.didier-squiban.net |
kemmañ ![]() |
Didier Squiban zo anezhañ ur sonaozer hag ur pianoour breizhat, awenet war un dro gant sonerezh giz-kozh Breizh, ar Jazz hag ar sonerezh sinfonek a vez graet sonerezh klasel anezhañ. Bet ganet e Gwitalmeze, aze e kav Didier an awen : ar mor. E oberenn a-bezh a zo ur seurt liammaj soutil etre sonerezh Breizh, jazz war ar prim ha romantelezh klasel. Gwir gannad barzhel Breizh eo ar paotr Squiban, pe e solo, gant e bevar-benveg pe ul laz-seniñ.
E vuhezAozañ
Ganet eo bet Didier Squiban d'an 23 a viz Gwengolo 1959 e Gwitalmeze e Bro Leon. Da eizh vloaz e oa krog da seniñ gant ar piano. Da driwec'h vloaz e oa krog da vezañ levezonet gant Jazz Keith Jarrett hag ar pianoour Bill Evans.
Skolveuriet eo war ar sonouriezh, ha bet o kelenn en deskadurezh-stad c'hall a-raok he c'huitaat e 1991 evit bevañ diwar ar seniñ. Dre ma oa genidik e dud-kozh a Volenez ez eas di da enrollañ pladenn gentañ e sonerezh evit ar piano en iliz.
Tapet brud gantañ, setu eñ o kenlabourat prestik gant Dan Ar Braz ha gant Yann-Fañch Kemener. Berzh a ra e bladennoù en Alamagn kenañ. Ober a ra troiadoù en estrenvro ha seniñ a ra e sinfoniennoù gant Laz-seniñ Breizh. Pedet e vez alies da ouelioù meur Breizh, evel hini an Oriant.
E bladennoùAozañ
Ouzhpenn sevel e bladennoù-eñ en deus kemeret perzh e pladennoù meur a soner all.
Gant al luc'hskeudenner Michel Thersiquel eo bet graet an darn vuiañ eus ar skeudennoù a weler war ar goloioù a vez lakaet war e bladennoù.
- Enez Eusa, piano ha kan, 11 sonenn warni, embannet e 1995, gant Yann-Fañch Kemener.
- Bangor, jazz, embannet e 1995.
- Iles exil, piano ha kan, 17 sonenn, embannet e 1996, gant Yann-Fañch Kemener.
- Live, gant un dornad sonerien, 12 sonenn embannet e 1997.
- Molène, piano nemetken, 3 heuliad tonioù, embannet e 1997.
- Porz Gwenn, piano nemetken, 18 pezh liesseurt, embannet e 1999.
- Kimiad, piano ha kan, 13 sonenn embannet en 2000, gant Yann-Fañch Kemener.
- Concert Lorient, piano nemetken embannet en 2000 er Festival Interceltique.
- Symphonie Bretagne, sonerezh sinfoniek "keltiek", embannet e 2000.
- Rozbras, piano nemetken, 12 "skeudenn" enni, embannet e 2001, an hini diwezhañ eus ar rummad teir fladenn ma son piano e-unan (war-lerc'h Molène ha Porz Gwenn.
- Tendances, ur bladenn jazz a oa bet enrollet e 1990, adkempennet e 2001.
- Jazz à Vauban, ur bladenn djaz a oa bet enrollet e 1994, adkempennet e 2001.
- Ballades, piano nemetken, 9 sonenn enni, embannet e 2003.
- Symphonie Iroise, sinfonienn "geltiek", embannet e 2004.
- Tournée des chapelles, piano nemetken, 12 sonenn enni, embannet e 2005, enrollet e 2004.
- La Plage, pladenn "jazz keltiek" pevar soner, embannet e 2006.
- Concert Riec sur Belon 2006, 2006
- L'Estran, jazz Breizh Connection, 2009
- Concert Mexico, Live jazz-blues enrollet e triad d'ar 27 a viz Du e Mec'hiko, gant Jérôme Kerihuel, 2010
- Adarre, gant Jérôme Kerihuel 11 titl, 2011
- Cordes & lames, albom valsenn gant Alain Trévarin (akordeoñs), 2012
- Molène Saison II, 24 préludes conçus en 3 saisons (7 impressions,11 improvisations, 6 conversations), 2013
Liammoù diavaezAozañ
- Lec'hienn ofisiel (br) (en) (es) (fr)
- Lec'hienn ar sonaozour (diofisiel)
- Lec'hienn ar re a gar ar piano