Skol-veur Roazhon 2
(Adkaset eus Skol-Veur Roazhon 2)
Skol-veur Roazhon 2 (bet Skol-veur Breizh-Uhel e-pad ur pennad ha Skol-veur Roazhon 2 Breizh-Uhel betek 2010) a zo unan eus an div Skol-veur a zo e Roazhon.
Skol-veur Breizh-Uhel
Tachenn obererezhioù | kelennadurezh uhel, research |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1 Gen 1971 |
Anvet diwar | Breizh-Uhel |
Den e penn an aozadur | President of Rennes II University |
Prezidant | Vincent Gouëset |
Stad | Frañs |
Daveennoù douaroniel | 48°7′14″N 1°42′13″W |
Furm lezennel | public scientific, cultural or professional establishment |
Aozadur mamm | Brittany and Loire University |
Isaozadur | Movement, Sport and health Sciences Laboratory, Q3550803, Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek |
Perc'henn war | Presses universitaires de Rennes |
Sez sokial | Roazhon |
Erlec'hiañ a ra | Skol-Veur Roazhon |
IPv4 routing prefix | 193.52.66.0/24 |
IPv6 routing prefix | 2001:660:7309::/48 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.univ-rennes2.fr/ |
URL gwazh | https://www.univ-rennes2.fr/rss.xml |
Grants | honorary doctor of the University of Rennes 2 |
Evel hini Naoned eo hêrez Skol-Veur Breizh krouet e 1461 gant an dug Frañsez II.
Kaoz a vez a-wechoù er c'hazetennoù eus unaniñ div skol-veur Roazhon.
Div dachenn zo dezhi, o-div e karter Keryann e Roazhon:
- unan e-kreiz ar c'harter, e-lec'h m'emañ ar braz eus ar skol-veur,
- eben er penn all d'ar c'harter, tost d'an atant kozh anvet La Harpe.
Ur skourr all eus ar skol-veur zo e Sant-Brieg abaoe 1991, a vez graet kampus Mazier anezhañ.
Roll he frezidanted
kemmañ• René Marache | (1970-1975) |
• Michel Denis | (1976-1980) |
• Jean-François Botrel | (1982-1986) |
• Jean Mounier | (1986-1991) |
• André Lespagnol | (1991-1996) |
• Jean Brihault | (1996-2001) |
• François Mouret | (2001-2006) |
• Marc Gontard | (2006-2011) |
• Jean-Émile Gombert | (2011-2015) |
• Olivier David | (abaoe miz Ebrel 2015) |
Brud
kemmañBrud he deus ar skol-veur da vezañ stanket bep bloaz gant ar studierien. E gwirionez ne c'hoarvez nemet un nebeud sizhunioù bep bloaz, ha 7 hepken e 2009.