La Bretagne libertaire

La Bretagne libertaire zo un embannadenn eus 1921.

Dindan an titl-se e teuas er-maez, er bloavezh-se, ur c'haier 66 pajennad en dastumad Les Humbles, ur gelaouenn renet gant Maurice Wullens hag a zeue er-maez ur wech an amzer, gant an istitl "Revue Littéraire des Primaires", etre 1913 ha 1940.

Gant Camille Le Mercier d'Erm e oa bet savet ar c'haier-se, gant ur pennad bras anvet « La Nation bretonne et l’Internationale ». Pennadoù berroc'h a oa, gant tud a bep seurt, e galleg ar braz anezho met lod e brezhoneg ivez, gant Félicité Robert de Lamennais, Ernest Renan, Olier Souetr, Aristide Briand, Gustave Hervé, Yves Le Febvre, Guillaume Carantec, Émile Masson, Jos Le Bras, Louis Napoléon Le Roux, Le Mercier d’Erm, Frañsez Jaffrennou ha Charlez Rolland[1]. Koadengravadurioù a oa, diwar zorn Jeanne Malivel.

Notennoù

kemmañ
  1. An international, embannet evit ar wech kentañ e brezhoneg, pp. 61-62

Liamm diavaez

kemmañ