Olier Souetr
Olivier-Michel Souvestre, pe Olier Souetr, ganet e Plourin-Montroulez d'an 28 a viz Kerzu 1831, ha marvet e Pariz d'an 30 a viz Kerzu 1896, zo ur skrivagner brezhonek ha gallek.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Olivier Souêtre |
Anv-bihan | Olivier, Olier |
Anv-familh | Souêtre |
Deiziad ganedigezh | 27 Kzu 1831 |
Lec'h ganedigezh | Plourin-Montroulez |
Deiziad ar marv | 30 Kzu 1896 |
Lec'h ar marv | Pariz |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | barzh, communard, chansonnier |
Implijer | Comptoir national d'escompte de Paris |
Skour lu | marines |
E vuhez
kemmañMab e oa da Maurice Souêtre (1796-1854), a oa bet miliner er Moulin de la Pierre, ha d'e bried, Catherine Razer. Pa oa yaouank e plije dezhañ lenn Ar pevar mab Aymon. Kaset e voe da gloerdi bras Kemper. Eno e lennas, dre laer, oberennoù Félicité de Lamennais, ha saouzanet e voe o c'houzout e oa bet kondaonet gant an Iliz. Bloaz goude e reas anaoudegezh gant ur plac'h yaouank a Lokireg, peadra da gas e feiz da get, ha da nac'h mont da veleg. Distreiñ a reas da di e vamm, deuet da vout intañvez, hag eno eo e savas Gwerz ar Roue Gralon ha Ker Is[1], dediet d'e vamm-gozh, war-dro 1850. E oberenn vrezhonek nemeti e vije.
En 1862, ec'h embannas ar romant gallek Mikael Cloarek breton, ma kaver ar werz a-hed 15 pajenn, ha ne reas ket berzh.
Mont a reas a-du gant Kumun Pariz e 1871, ha kemeret en dije perzh en emgannoù a-enep soudarded Republik Versailhez ha gloazet e voe. Goude-se e voe micherour en ur voulerezh. Skrivañ a reas kanaouennoù gallek evit an dispac'herien hag an anarkourien ha berzh a rejont, dreist-holl La Marianne a voe troet e meur a yezh.
Mervel a reas Olier Souetr e Pariz d'an 30 a viz Kerzu 1896.
Levrlennadur
kemmañ- L'Almanach de la Bretagne gant Bernard Le Nail, Larousse, 2003