Enez Louet
Enez-Louet[1] zo un enezennig e Bae Montroulez, 350 m er biz a-vaez da Garanteg, etre beg Penn-al-Lann ha Kastell an Tarv.
Pevar savadur zo warni : un tour-tan bet savet e 1857 ha lakaet war elum e 1860, un ti ha daou adti.
Annez gward an tour-tan e oa an ti betek ar bloavezhioù 1960, pa voe emgefreekaet ar gouloù. Hiziv an deiz e vez feurmet gant ti-kêr Karanteg d'an douristed[2].
Abaoe 2013 ez eo kenstaget Enez-Louet ouzh rouedad an dour ; tredan a vez kenderc'het evit an ti dre banelloù fotovoltaek.
Enez-Louet ha Kastell an Tarv
NotennoùAozañ
- ↑ Hervez Toponymie Nautique niv. 1426, gant Alan ar Berr (1971) e vez graet "Enez Louet" pe "Ilioig"" eus an enezennig-se. Hervez Renabl anoiou lehiou Arvor Gorre Leon (Bae Montroulez), gant Mikael Madeg ha P. Pondaven (Emgleo Breiz, 2004), e kaver meur a stumm e brezhoneg komzet ar vro : [ãniˈloˑik], [ãniˈʎoˑik], [ãniˈluˑɛt], [ãniˈʎoˑɛk], [eˑnezˈluˑik], [eˑnezˈloˑik] (p. 90).
- ↑ (fr) Ti an touristerezh