Les Glénans zo ur skol bageerezh-dre-lien savet e 1947 gant Hélène ha Philippe Viannay en Inizi Glenan. Hiziv eo skol bageerezh-dre-lien brasañ bro-C'hall. Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 an hini eo, a-youl-vat eo al lodenn vrasañ eus ar gelennerien.

Lec’hioù

kemmañ

E pemp lec’h eo staliet ar gevredigezh: an Inizi Glenan (ha Konk-Kerne), An Arzh (ha Gwened), Pempoull, Marseillan ha Bunifaziu. Aozet e vez stajoù zo eus porzhioù all ivez, en o zouesk Brest, Sant-Maloù, Ar Roc'hell, ha re e Bro-C'hall tramor hag e broioù estren.

Kentelioù

kemmañ

Gant ar Glénans e vez kelennet bageal gant driverion, katamaranoù skañv, plankennoù-dre-lien, wingfoil, ha bagoù merdeadenn.

Le Cours des Glénans

kemmañ

Abaoe 1961 e embann ar Glénans ul levr, Le Cours des Glénans, un dornlevr bageal klok. Deuet e oa an eizhvet embannadur er-maez e 2017.

Liammoù diavaez

kemmañ