Ur vag-dre-lien pe gouelier a zo ur vag az a war-raok war vor pe war ul lenn gant nerzh an avel. En amzer gozh e veze implijet evit an treuzdougen, ar c'henwerzh hag evel-just evit brezeliñ. Bez' e oa kalz a emgannoù war vor etre Bro-Saoz, Bro-C'hall, Bro-Spagn hag an Izelvroioù.

bageerezh-dre-lien
doare lestr
Iskevrennad euslestr, wind-powered vehicle Kemmañ
A implijgouel Kemmañ
Kod MCN8903.91.00 Kemmañ

Erlec'hiet int bet e-pad an XIXvet hag an XXvet kantved gant bigi o doa ur c'heflusker gant aerhenn. Bremañ emañ ar re gant kefluskerien o kemer o flas. Ar bigi-dre-lien a vez implijet dreist-holl evit bale pe evit ar gourenadegoù sport. An holl bigi dre lien o deus unan pe meur a gouc'h, unan pe veur a wern o tougen ar gouelioù.

Ar bagoù

kemmañ

En Henamzer

kemmañ

Ar galeoù oa ar re anavezetañ. Implijet e oant gant ar Romaned. Gant gouelioù karrez e kerzent. Ar galeoù a oa dreist-holl evit brezeliñ pa veze ar Romaned er Mor Kreizdouar. Pa ne oa ket an avel eus an tu mat e veze lakaet ar sklaved da roeñvat. Met bez e oa galeoù hiroc'h a servije evit ar c'henwerzh a-benn treuzdougen peulvanoù eus Bro-Ejipt betek Roma.

Er memes mare o doa ar Sinaiz ijinet unan eus ar bagoù ar re solutañ : ar jonkenn implijet c'hoazh hiziv gant ar pobloù eus Gevred Azia. N'he deus ar jonkenn a foñs plat kein ebet. Kreñvaet eo he framm gant ur reizhiad speurennoù e-barzh ar c'horf. Setu eo gwarezet ouzh ar peñseoù. Marco Polo en doa graet anv eus ar jonkoù en e zanevelloù beaj.

Er Grennamzer

kemmañ

Bez e oa ar c'hog, ur vag gant ur wern hag ur ouel garrez, implijet evit ar c'henwerzh pe al laerezh vor e Mor an Norzh.

Ar c'harag a zo bet ijinet e fin ar Grennamzer. Unan eus ar bigi europat a c'helle mont war ar mor bras e oa. Setu eo bet ar c'harag bigi ar Bortugaliz hag ar Spagnoled e-pad an ergerzhadegoù bras. Ar garavellenn a oa ivez implijet evit-se.

Bag ar Vikinged, an drakkar a zo anavezet mat evit e foñs plaen. Setu e oa posupl dezho mont war ar meurvorioù met ivez war ar stêrioù-meur. Bez en deus ur ouel garrez hag un dra disheñvel eus ar re all betek henn: ur c'hein.

Ar flut, bet ijinet en 18vet kantved gant an Hollandiz a oa implijet evit treuzdougen marc'hadourezh.

An Azginivelezh

kemmañ

Ar garavellenn

kemmañ

Ar garavellenn a oa implijet gant ar Bortugaliz dreist-holl er 15vet kantved evit dizoleiñ Afrika. Bihan a-walc'h e oa gant ur fard gwanaet. Bez he doa teir pe beder gwern dant telloù met gouelioù karrez war ar wern vihan. War ar garavellenn eo e oa Kristol Goulm aet betek Amerika.

Implijet e Europa (e Bro-Spagn ar muiañ) e-pad ar 16vet ha 18vet kantved, ur vag vrezeliñ e oa. Gant teir pe bemp gwern, e oa ar galionoù un emdroadur eus ar c'harak gant arouezennoù eus ar garavellenn (ar penn a-dreñv karrez). Finoc'h eo he c'houc'h. Meur a bont he doa renkennoù kanolioù (betek 120 anezho). Bez' e oa ganti bigi bihanoc'h evel ar fourgadennoù (fregatoù) hag ar c'horvetennoù. Al listri-se o doa 36 kanol, lakaet war ar pont kontrol d'ar c'halionnoù.

Etre an 18vet hag an 19vet kantved e oa deuet war wel batimantoù bihan milourel all evel ar brick, ar brigantin, ar c'houeletenn ha c'hoazh al loutr.

Ar bagoù a-hiziv

kemmañ

Diaes eo rummata ar bigi a-hiziv. Moaien zo rummata anezho diouzh niver o c'houc'hoù (bigi ur c'houc'h, hag all) pe o fardaj (niver a wernioù, stumm ar gouelioù...), pe c'hoazh diouzh o gouestoni da vont war ar mor bras d'ober un dreuzadenn, pe da chom e-kichen an aod. Tu zo ivez ober rummadoù en ur daoler kont eus o implij (evit ar redadegoù, pe evit ar bale).

Ar plankenn-dre-lien pe windsurf he deus ur flojenn hag ul lien libr da lavaret eo ul lien staget ouzh ur wern a c'hell treiñ warni he unan. Bez' e c'hell mont kenkoulz war an dour plat ha war ar mor rust.

An driver zo ur vag hep kein ebet met gant un driv (ur seurt kilhenn a c'hell bezañ tennet). Implijet e vez evit ober gourenadegoù er regatoù pe evit pourmen. Bez' ez eus driverion disheñvel :

Ar c'hatamaran eo ur vag he deus daou gouc'h. Setu eo rummataet evel ur vag lieskouc'h. Bez' en deus ur ouel vras hag ur fok. Implijet e vez evit ar bale a dizh bras hag ivez evit ar gourenadegoù hir war ar mor bras. E stabilded zo un avañs.


  Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.
  Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.