Korvetenn
Ur gorvetenn zo dre hengoun ul lestr-brezel bihan, an hini bihanañ a-fed renkadur klasadoù al listri-brezel. Ar c'hlasad bigi dres a-us a zo ar fourgadenn hag en un doare istorel e oa ar skloup-brezel dres dindan. Rolloù modern al listri korvetenn a zo lies: reoù troioù-ged arvorel, listri banner misiloù hag ivez reoù tagañ bliv. Ar c'horventennoù-se a zo a voaz etre 500 ha 2000 tonenn. Korvetennoù nevesoc'h a zo tostik-tost diouzh ar pouezh a 3000 tonenn hag ouzhpennet ez eus bet dezho mirlec'hioù evit biñsaskellioù, ha bremañ o deus ment hag efedusted ar fourgadennoù bihanañ. En desped da-se e chom un difoc'h gant ar fourgadennoù a-vremañ hag a zo ar c'horvetennoù n'o devezh ket galloud a-walc'h evit bezañ re alies ha re hir war vor.
-
Korvetenn c'hall Le Dupleix (1856-1887)
-
Korvetenn japanat Kongo er bloavezhioù 1870
-
Korvetenn aljerian Djebel Chénoua
-
Korvetenn alaman Braunschweig en 2006
-
Korvetenn suafrikan SAS Mendi
-
Korvetenn italian Comandante Foscari
-
Korvetenn indonezian Hasanuddin
-
Korvetenn bortugalat NRP António Enes
-
Korvetenn bortugalat NRP Baptista de Andrade