Kalod
Kalod zo un enezennig e Bae Montroulez, dirak Karanteg. Stag e vez ouzh an douar-bras pa vez tre ha mont a c'haller di war-bouez un hent-karr. Tri c'hilometr hed eo an enezenn ha n'a ket he ledander en tu-hont da dri c'hant metr bennak.
N'eus ket kalz tud o vevañ a-hed ar bloaz e Kalod[1] ken, met gwechall e oa staliet meur a familh eno, labourerien-douar, bezhinaerien ha pesketaerien anezho. D'ur mare zo e teuas bezhinaerien eus Plougerne d'ober o annez e Kalod. Lesanvet e oant ar Japoned (Japaniz) gant tud all ar vro.
Istor kemmañ
Aloubet e vije bet Kalod gant Daned e dibenn ar Vvet kantved. Eno o dije kuzhet ar madoù tapet ganto pa oant o preizhañ ar vro tro-dro. Ur penn brezhon, Riwallon, a zivizas un deiz en em gannañ ouzh ar vorlaeron-se, ha dont a reas an trec'h gantañ, hervez a lenner e skridoù Albert Le Grand, goude ma vije bet o pediñ ar Werc'hez Vari. Da-heul e drec'h e lakaas sevel ur chapel, gouestlet d'an Itron Varia, e penn run uhelañ an enez. Daoust ma voe mastaret ar chapel da vare an Dispac'h gall, e voe adkempennet goude.
E-pad ar XVIIvet kantved e oa bet tennet kalz greunvaen eus an enez. Meur a savadur e Montroulez, evel an ospital, Labouradeg ar Butun pe ar Pont bras, a voe savet gant mein tennet eus Kalod.
War an aod, en ul lec'h anvet Toull ar Sarpant e oa bet sant Karanteg, hervez ar richenn, o lazhañ un aerouant spontus, ha gwelet a c'haller roudoù e skilfoù war ar reier c'hoazh.
Chapel kemmañ
- Ur skrid brezhonek zo ouzh moger ar chapel en diabarzh.
Hon tad santel ar Pab, GREGOR XVI, A- |
Liammoù diavaez kemmañ
Notennoù kemmañ
- ↑ Mont da Galod, chom e Kalod a lavarer e brezhoneg ar vro. Ral eo klevet « Enez Kalod » a lenner el levr Bae Montroulez (Renabl anoiou lehiou Arvor Gorre Leon), gant M. Madeg ha P. Pondaven, p. 105.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |