Plougerne
Plougerne | ||
---|---|---|
Lilia da guzh-heol. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plouguerneau | |
Bro istorel | Bro-Leon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Lanniliz (betek 2015) Lesneven (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29195 | |
Kod post | 29880 | |
Maer Amzer gefridi | Yannig Robin[1] 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | KK Plabenneg hag an Aberioù | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Annezidi | Plouiz-Kerne | |
Poblañs | 6 623 ann. (2018)[2] | |
Stankter | 153 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 79 m | |
Gorread | 43,33 km² | |
kemmañ ![]() |
Plougerne a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lesneven, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
DouaroniezhAozañ
War lez an Aber-Ac'h emañ Plougerne.
AnvAozañ
Stummoù skrivetAozañ
Erwan Vallerie ː Ploe Kerneu, c 1330; Ploueguerneau, 1388; Guikerne, 1498; Ploekerneau, 1516; Plou-Kerneaw, 1636; Guiquerno, 1715
GerdarzhAozañ
Dont a ra an anv Plougerne eus an henvrezhoneg ploe (parrez) ha kernev (Kerne-Veur).
Plouiz-Kerne[3] a reer eus tud Plougerne, pe Plougerneviz[4] pe Plougerneiz[5].
ArdamezioùAozañ
En aour e dreustell en gul, e sourin geotet karget gant teir bezantenn en argant balirant, e gab en erminoù
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Tud eus ar gumun a gemeras perzh en Emgann Kergidu d'ar 24 a viz Meurzh 1793 e-kichen Plougouloum; un dell-gastiz a 11 000 lur a voe paeet gant ar gumun edan 24 euriad [6].
XXvet kantvedAozañ
- d'an 18 a viz Even 1940 e rankas un nijerez Ju 88 A-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pevar milour en he bourzh douarañ buan ha rekis e "Leur Lann ar Floc'h" er gumun goude bout bet bombezet bigi e Brest ha bout bet tizhet gant tennoù gall; tapet e voe an nijourion da brizonidi gant ar C'hallaoued ha dieubet gant o c'henvroidi un nebeud deizioù war-lerc'h [7]; daou waz eus ar gumun a voe tamallet dezhe bout gwallgaset he faread; d'ar 27 a viz Even e voe barnet ha kondaonet Jean-Marie Keranvel d'ar marv gant lez-varn al lu alaman e Brest, ha fuzuilhet e voe d'an 28; egile, Jean Balson, a voe kondaonet da eizh vloaz labour-ret, ha kaset e voe d'ur c'hamp-bac'h en Alamagn, distreiñ a reas d'ar 15 a viz Mae 1945 [8][9];
- nijerezioù eus ar ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad: d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet V5865 ha kodet PZ-P eus 53th Squadron en donvor da Enez-Werc'h e Plougerne; lazhet e voe he zri nijour, ne voe ket kavet o c'horfoù; d'an 18 a viz Kerzu 1941 e kouezhas div nijerez Stirling I, unan, marilhet N3665 ha kodet LS-S eus ar 15th Squadron, er mor nepell eus Plougerne, lazhet e voe he eizh nijour, ne voe kavet korf ebet, hag an eil hini, marilhet W7436 ha kodet MG-D eus ar 7th Squadron e Plougerne; daou nijour a voe lazhet, douaret int e bered ar gumun, ar pemp nijour all a voe tapet gant an Alamaned; d'an 2 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Beaufort marilhet AW253 ha kodet AW-A eus ar 86th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) nepell eus Plougerne; mervel a reas he fevar nijour, tri anezhe a zo douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest, an hini all e Sibirill[10].
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [11].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'ar 17 a viz Kerzu 2010 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 5 a viz Mae 2015 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
DeskadurezhAozañ
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1996.
- Ur skol Diwan zo, abaoe Gwengolo 2018.
- E distro-skol 2019 e oa 113 skoliad enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (19,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12]
Ar vagouri-kêr he deus sinet Live 2 karta Divskouarn.
Lec'hanvadurezhAozañ
Traezhegi:
- Grève Blanche,
- Vougo,
- Korejou
- Sant-Kava, e kornad Lilia.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a vilourion |
---|---|
Afrika ar Su | 2 (Tirlu) |
Aostralia | 1 (Aerlu) |
Kanada | 2 (Aerlu) |
Rouantelezh-Unanet | 6 (Aerlu) |
Hollad | 11 |
Re an Tirlu, troadeion o-daou, a varvas e miz Here 1918, e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Re an Aerlu a varvas e-pad an Eil Brezel Bed:
- daou anezhe d'an 18 a viz Kerzu 1941 pa gouezhas o c'harr-nij (Stirling I marilhet W7436 ha kodet MG-D) e Plougerne;
- unan anezhe d'ar 7 a viz Ebrel 1943 pa gouezhas e garr-nij (Catalina Ib marilhet FP 138) er mor, nepell diouzh an aod e Normandi;
- unan anezhe d'an 16 a viz Ebrel 1943 pa gouezhas e garr-nij (Spitfire VI marilhet BS245 ha kodet YQ-C) e bourc'h Plougerne;
- pemp anezhe d'ar 5 a viz Gouere 1943 pa gouezhas o c'harr-nij (Whitley marilhet BD 359 ha kodet JL-X) er mor e Plougerne[13][14].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Roll ar maered
Dilennadeg | Anv | strollad politikel |
---|---|---|
2014- | Yannick Robin | tu kleiz |
2001-2014 | André Lesven | MoDem |
1983-2001 | Bernard Le Ven | hep |
1950-1983 | Léon Guéguen | hep |
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
- 1577 : Mikael an Noblez.
- 1848 : Alan an Habask, beleg ha skrivagner brezhonek.
- 1849 : Yann-Vari Nikolaz, beleg ha skrivagner brezhonek.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Kêrioù gevelletAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Alamagn | Edingen-Neckarhausen | 1967 |
Kernev-Veur | Lannales | 1992 |
Mojenn TolenteAozañ
Klasket eo bet war dro Tolente en dro da Blougerne gant meur a istorourien staget ouzh ar sorc'henn hag e oa Breizh hag Armorica ar memes bro. N'eo ket, evit poent, nemet martezeadennoù chomet difrouezh. [15]
Ur respont a zo bet kavet e Pont de la Talence, e Abbeville, tost d'ar genoù ar stêr Somme. [16]
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Ouest-France
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Yezhadur bras ar brezhoneg, p. 433; «Anavezet mad eo Plouiz Kerne, met d'am zoñj eo eur stumm war don kenañ» Mikael Madeg Renabl anoiou parreziou Bro-Leon hag o distagadur Ar Skol Vrezoneg, 2000, p.224.
- ↑ Le Courrier du Finistère, 01.12.1906 p.1f; «Klevet 'm-eus ivez "Plougerneviz", ar pez a zo interesant da houzoud» M. Madeg op. cit. p.224-5.
- ↑ Lan Inizan, Emgann Kergidu, 1887, teir reveziadenn p.125; «(…) Plougerneiz, a-leiz, a-leiz, a lamm er mor a-raog ar bleiz", pez a ziskouez ne lavared "v" ebed.» M. Madeg, op.cit p.225; «Plougerneiz a zebr kig er C'horaiz (…)» «Plougerneiz, moc'h direzon (…)» [flemmadennoù pobl] Daniel Giraudon, Querelles de clochers, Skol Vreizh, 2006, p.144
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 157 ha 158
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Yves Bramoullé, La guerre en mémoire, Embannadurioù "Le Télégramme"
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Ogée, Cambry, Marteville & Varin, Brousmiche, Pitre-Chevalier, René Kerviler, Louis Kervran, Charles Frochen, Gwenc'hlan Le Souézec ...
- ↑ http://marikavel.org/gaule/tolente/accueil.htm http://marikavel.org/genese/genese-chapitre_viii.htm