Yves Floc'h, bet ganet e Plougerne d'ar 24 a viz Mae 1906 hag aet d'an Anaon e-kichen Douarnenez d'an 12 a viz Eost 1990 (douaret eo e Dinan), a oa ul livour breizhat, poltredour-gweledvaour, hag ur c'helenner war an tresañ adalek 1933 betek 1971.

Mab henañ da gouerien, ne gomzas nemet brezhoneg betek an oad a c'hwec'h vloaz. Yann-Vari Perrot an hini eo a verkas pegen donezet e oa Yves Floc'h war an tresañ. Studiañ a reas e Roazhon hag e Pariz. Desker e voe da Louis-Marie Désiré-Lucas.

Pried e oa da vMarguerite Villard, merc'h d'ar barzh-kazetenner René Villard (1875 - 1940) ha merc'h-vihan d'al livour Jean-Marie Villard (1828 - 1899).

Un nebeud oberennoù

kemmañ
  • "Porzh Gwened" (Le port de Vannes), 1952
  • "Porzh Gwened" (Le port de Vannes), 1968
  • "Sant-Kadou" (Saint-Cado), 1969

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ