Jean-Luc Roudaut, ganet d'an 22 a viz Eost 1956 e Plougerne, e Bro-Bagan (Bro-Leon) a zo ur c'haner hag ur muziker breizhat. Kanañ a ra e galleg dreist-holl hag e brezhoneg. Anavezet eo evit e bladennoù evit ar vugale dreist-holl.

Kanañ a ra ingal diwar-benn an doujañs, plediñ ouzh an natur har ar mor. Fent ha barzhoniezh a zo en e ganaouennoù ivez pa gan troioù-kaer loened evit ar vugale.

Ingal e vez o kanañ e magourioù, skolioù-mamm ha skolioù kentañ-derez, kreizennoù-dudi. Kenlabourat a ra ivez gant aozadurioù o labourat gant ar re glañv, an dud nammet pe an dud kozh.

E vuhez

kemmañ

Daoust ma'z eo bremañ kaner a vicher ez eo bet paotr e vil vicher Jean-Luc Roudaut. Goude bezañ bet tapet un diplom war ar c'hleweled ez eo bet tro-ha-tro tenner-poltredoù e Konk-Kerne e-pad daou vloaz, e karg eus ur stal-labour kleweled en ul lise e Gwened ha skolaer e skolioù Diwan e-pad seizh vloaz.

Kenlabouret en deus gant ar c'haner Yvon Etienne hag ar c'hoarier piano Patrick Péron. Gant Gilles Servat e labouras ivez, o lakaat sonerezh war ar ganaouenn "Grande Terre". E deroù ar bloavezhioù 1980 e kemer perzh er strollad rock breizhek "Rêve de Gosse".

Gantañ ez eo bet troet ha kanet kanennoù darn eus an tresadennoù-bev a veze skignet gant France 3 Breizh e brezhoneg : Ulis 31, Yakari, Inspecteur Gadget. Eilmouezhier eo bet ivez.

E bladennoù

kemmañ

Evit ar vugale

kemmañ
  • 2015 : La Ronde des p'tits lutins (evit bugale eus 0 betek 7 bloaz)
  • 2014 : La Rose des vents (Brennig Productions)
  • 2014 : Pemp troad d'ar maout (e Brezhoneg)
  • 2013 : Larguez les amarres (CD Coop Breizh)
  • 2012 : Larguez les amarres (DVD Coop Breizh)
  • 2012 : Les aventures de Kintou et Nambi (kontadenn muzikal)
  • 2011 : La compil des p'tits matelots (daspunerezh kanennoù evit bugale eus 0 da 6 bloaz)
  • 2010 : Le chant des tam-tams (e galleg)
  • 2009 : Jabadao (daspunerezh doupl kanennoù e brezhoneg)
  • 2007 : Cinq petits singes (e galleg)
  • 2006 : Chansons pour demain (compilation de chansons e galleg)
  • 2006 : Livioù ar bed (e brezhoneg)
  • 2005 : La ronde des z’animaux (e galleg)
  • 2003 : Mesk ha mesk (daspunerezh kanennoù e brezhoneg)
  • 2002 : La Compil du chameau
  • 2001 : Vague de lune
  • 1998 : Stered aour (gant Ffran May)
  • 1998 : Le temps d'un rêve de gosse
  • 1988 : Rêves de gosse : Dihun et Western blues (maxi 45 t)

Gant skolioù

kemmañ
  • 2006 : Prenons la mer, gant skol Notre-Dame de Lourdes Boc'harzh
  • 2007 : Eskell evit warc'hoaz, gant skolioù Diwan Landerne ha Plabenneg
  • 2009 : Kalon ar blanedenn, gant skol Diwan Lesneven
  • 2010 : Raconte moi la mer, gant skol Sainte-Anne Sant-Tonan
  • 2011 : Les chemins de traverse, pladenn divyezhek gant skol Joliot Curie de Skaer
  • 2012 : Au secours ma planète, gant skol Martin Luther King Plourin-Montroulez
  • 2012 : Bed liesliv, e brezhoneg gant skolioù divyezhek publik Les Gantelles ha Faux-Pont e Roazhon
  • 2013 : Les aventures de petit pingouin, kontadenn muzikal gant bugale kreizenn dudi Sant-Evarzeg
  • 2014 : A chanter 100 fois, gant skol Jean de la Fontaine e Brest
  • 2014 : Jean de la lune autour du monde, kontadenn muzikal gant skol Sainte-Anne e Landerne.
  • 2014 : Ur wech e oa 25 bloaz, e brezhoneg gant bugale skolioù divyezhek Jules Ferry ha Le Tourous e Landerne
  • 2015 : Le voyage des p'tits gourmands, kontadenn muzikal gant skol Rena e Rosporden
  • 2016 : An Argoat war armor, kontadenn muzikal gant bugale skol divyezhek l'Argoat Sacré-Cœur e Lesneven

Evit ar re vras

kemmañ
  • 2002 : Femmes de lumière
  • 2001 : L’autre côté du jour, (diwar testennoù Thierry Christ, un paotr ampechet yaouank)
  • 1997 : Elodie (gant Celestino Lopez)
  • 1996 : Jean-Luc Roudaut et les enfants de Lanrivain, live
  • 1996 : Dihun'ta
  • 1995 : Diroll
  • 1992 : Meurlarjez
  • Le temps d'un rêve de gosse, Kalimba, Raok'n diroll, Mitio
« Rêve de gosse » (strollad rock)

Raktresoù all

kemmañ

Ouzhpenn e bladennoù en deus Jean-Luc Roudaut kaset da benn raktresoù pladennoù gant kevredigezhioù liesseurt. Bewech e vez skrivet ar pozioù gant tud ar c'hevredigezhioù, lakaet sonerezh warno gant Jean-Luc Roudaut ha kanet gante asambles.

  • 2013 : Différents c'est pareil - Autisme Cornouaille
  • 013 : Entre terre et mer, Saint-Marc en chansons - karter Sant-Mark e Brest
  • 2012 : Vivre à tout prix - Leucémie Espoir
  • 2012 : De Kerangoff et d'ailleurs - Kreiznn sokial Kerango e Brest gant annezidi ar c'harter.
  • 2011 : Les sabots de la vie - Ti ar re gozh Kermaria e Lanniliz.
  • 2010 : Le Ricain d'Armor (Kalonarz)
  • 2010 : Copains d'abord, Les copains d'abord eus Santeg
  • 2009 : Meneham, SNSM Molenez hag Enez-Vaz
  • 2008 : L'envolée, CIDFF Brest
  • 2008 : Dremmwel, SNSM Kerlouan
  • 2007 : Roc'h amer, SNSM an Aber-Ac'h
  • 2007 : Vivre libre, Caroline Handicap
  • 2006 : Mosaïque, maouezed karter Colombier e Bezons
  • 1994 : Mitio, Yvon Etienne