Jil Penneg
Jil Penneg (Gilles Pennec er marihoù) zo un aktour brezhonek a vicher, un troour, ur c'helaouenner hag un danevellour brezhonek, bet kelenner war ar brezhoneg ivez, ganet e Kemper e miz Meurzh 1959.
Buhez
kemmañBet eo bet Jil Penneg o labourat er c'henwerzh etrebroadel ha labouret en deus evel redaktour kevratoù evit an Ifremer goude-se. Dielfenner programmoù eo bet ivez war an urzhiataerezh. Evit sevel Geriadur brezhoneg An Here en deus labouret ivez hag aet eo da gelenner war ar brezhoneg gant ar gevredigezh Mervent e Kerne-Izel ha gant Stumdi ivez.
Aktour hag eilvouezhier brezhonek ha troer
kemmañKrog e oa da labourat evit ar skinwel brezhonek pa oa bet tutaet e 2000 evit advouezhiañ tresadennoù-bev evit TV Breizh, ha diwezhatoc'h filmoù evel an heuliad skinwel Perry Mason. Mouezh Sean Connery e brezhoneg eo ivez.
Sevel istitloù brezhonek en deus bet graet ivez evit Frañs 3 Kornôg ha Dizale.
Tapet en deus muioc'h a vrud p'en deus c'hoariet e 2007 an dudenn Jean-Paul Paul, hag eñ barman, er sitkom Leurenn BZH skignet war TV Roazhon hag embannet dindan stumm un DVD.
Troer eo ivez. Troet e vez gantañ tresadennoù-bev ha filmoù advouezhiet gant ar gevredigezh Dizale.
Skrivagner
kemmañSkrivet en deus pennadoù brezhonek sizhuniek e-barzh Le Télégramme etre 2008 ha 2016. Sinet e vez e bennadoù dindan ar stumm ofisiel "Gilles Pennec". Padal eo techet bremañ Patrom:Abaoe pegoulz? da sinañ "Jil Penneg" kentoc'h pa vez labour lennegel. E dibenn miz Even 2016 en doa sinet e bennad diwezhañ evit "Spered ar Vro". Evit an Télégramme, war-dro pevar c'hant poltred en doa skrivet e-pad ouzhpenn eizh vloaz.
Pennadoù brezhonek all en deus bet skrivet evit "Al Lanv" ha "Bremañ". Danevelloù bet skrivet gantañ zo bet embannet e-barzh ar gelaouenn "Al Liamm" ivez. Darn anezho zo bet embannet en ul levr e 2020 gant Embannadurioù Al Liamm.
Un troour galleg-brezhoneg a-vicher hag a-youl-vat eo bet a-viskoazh.
Oberennoù
kemmañTroidigezhioù galleg-brezhoneg
kemmañ- Agnès Pormenté, Le labyrinthe de l'ours, Perros-Guirec, La Tilv, 1999. Kontadenn.ISNI 0000 0000 0182 5590
- Roba, Waou ! Alo Billig ? Bannoù-Heol, 2002. Bandennoù treset. Troidigezh asamblez gant Arno Elegoet ha Maurice Hamon.
- Bruno Bertin, Tro-gaer estlamm Vick ha Vicky, Roazhon, Embann P'tit Louis, 2003. Bandennoù treset.
- Bruno Bertin, Sébastien Tanguy, Sorserezed Breselien, 3 levrenn, Roazhon, Embann P'tit Louis, 2003-2004. Bandennoù treset.
- Marie-Josée Christien, Un monde de pierres-Steudadoù Karnag, Carhaix, Les Éditions sauvages, 2015. Brezhoneg war lerc'h an destenn c'hallek. Barzhoniezh.
- Marie-Josée Christien, Gwernioù kuzhet, Les Éditions sauvages, 2022. Barzhoniezh.
Faltazi
kemmañ- 2020 : Koktel ar vuhez, Al Liamm. 15 danevell (ISBN 978-2-7368-0140-3)
- 2021 : Koktel ar vuhez 2, Al Liamm (ISBN 978-2-7368-0149-6)
- 2022 : Koktel ar vuhez 3, Al Liamm
A bep seurt
kemmañ- (br) (fr) Jil Penneg, D'ar skol ! Diwan, 40 ans/bloaz, Locus Solus, 2017 (ISBN 978-2-36833-185-9)
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Yann Rivallain, Ur c'hoktel eo ar vuhez. In Bretons, niv. 161, Février 2020[1]. Enni e kont e vuhez.
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Bretons 161