Philippe Boënnec, ganet d'an 21 a viz Ebrel 1951 e Naoned (Liger-Atlantel, Breizh), a zo ur politikour gall ezel eus strollad Ar Republikaned. Bet e oa sekretour karget eus ar pesketaerezh, ar mor hag an Arvor en UMP ha mezeg da gentañ-penn ivez.

Buhezskrid

kemmañ

Eilmaer kentañ Pornizh e oa bet eus 1983 betek ar 24 a viz Genver 1993 a-raok ma roas Gilbert Pollono e zilez evit abegoù a yec'hed ha ma'z eas Boënnec da vaer Pornizh.

Gant e erlec'hier Stéphan Beauge e oa bet dilennet d'ar Vodadenn Vroadel d'ar 17 a viz Even 2007 e 9vet pastell-vro Liger-Atlantel gant 53% eus ar mouezhioù a-enep Monique Rabin (PS). En Assemblée e oa ezel eus strollad an UMP. Ezel e oa ivez eus Bodad an diorren padus ha terkerezh an tiriad hag ezel titlet eus ar bodad karget da lakaat da dalvezout pennad 26 ar Vonreizh.

Goude bezañ bet dilennet e oa ret da Voënnec dibab etre chom kuzulier ur gêr ouzhpenn 3500 annezad dezhi ha kuzulier-departamant eus al Liger-Atlantel abalamour da lezel dastumadur ar c'hargoù, dilezet en deus e bost a guzulier-departamant eta.

E dilennadegoù ar gannaded e 2012 e c'houlennas souten ar Front National ha keñveriet en doa an dimezioù heñvelreizh ouzh "ur gevredigezh en diskar". Philippe Boënnec zo bet trec'het e 9vet pastell-vro Liger-Atlantel gant Monique Rabin hag a zastumas-hi 53,26% eus ar mouezhioù en eil tro.

Kuitaat a reas bed ar politikerezh e 2014 pa ne gemeras ket perzh e dilennadegoù kêr 2014.

Kargoù

kemmañ

Enorioù

kemmañ

Notennoù

kemmañ