Diorren padus
An Diorroadur padus (saozneg: sustainable development) a vez graet eus un doare da welet an diorroadur pe ar c'hresk ekonomikel evel unan war hir dermen o kemer e kont an ekologiezh hag an dachenn sokial ouzhpenn an hini ekonomikel. Hervez an termenadur degaset gant dezrevell Bodad an en-dro hag an diorroadur gant Aozadur ar Broadoù Unanet, pe Dezrevell Brundtland embannet e 1987. An displegadenn d'an droienn a oa bet: « an diorroadur padus zo un diorroadur o respont d'an ezhommoù an a-vremañ hep lakaat en arvar dalc'had ar remziadoù da zont evit o re ».
Doareoù fetis d'en ober
kemmañ- Rodoù-avel
Ar rodoù-avel zo graet, evit ma ne vefe ket implijet dour-tan pe an energiezh nukleel a-benn kaout tredan.
Implijet e vez nerzh an avel ganto evit krouiñ tredan. Da lâret eo e vez saotradur en o gweled, met ne vez ket saotret an aer ganto.
- Milinoù-avel
Abaoe pell ez eo bet implijet nerzh an avel gant mab den, evit ar bigi dre lien kement hag evit ar milinoù. Digoust, aes da lakaat e pleustr, setu perak eo bet implijet e-pad ken pell ma'z eo diaes da lec’hiañ en amze, peur eo bet implijet er penn-kentañ
A-holl-viskoazh ez eus bet klasket gant mab den gounit amzer hag implijout nerzh an dud en doare gwellañ. Setu perak ez eus bet savet doareoù milinoù disheñvel a-hed an amzer.
An holl dud a glaske implijout ar pezh a oa an aesañ evito : evit ar re a veve war ar maezioù e oa kalz aesoc’h implij un azen, pe ur marc’h, eget un den. Kuzhet e oveze a daoulagad an aneval ha lakaet anezhañ da gerzhout, gant ur gordenn tro-dro d'e c'houzoug. Evel-se e vezent implijet evit malañ an ed.
Reoù all a implije an avel po deveze tu d’en ober. Lakaet e veze koad da dreiñ, stag ouzh un tour anvet "tour ar vilin". Pa droe ar rod e-troe ar mall war ar memes tro
Ar re dost d’ar stêrioù, pe d'ar mor a-wechoù, a implije kas an dour evit en ober.
E Bro-Roazhon : eko-karter ar C’hourrouz
kemmañE Su Roazhon emeur o sevel karter nevez ar C'hourrouz[1]. Nevez-krouet eo war kumunioù Roazhon ha Sant-Jakez-al-Lann. Er bloavezhioù 2000 e voe boulc'het ar raktres-se, met er bloaz 2028 e vo peurechu al labourioù. Pa vo bet echuet e vo 10 000 annezad o vevañ er c’harter-se.
Savet eo bet ar raktres en ur soñjal en diorren padus. Ar pal kentañ e oa derc’hel glas an natur en ur c’harter nevez. Klasket ez eus bet lakaat bleunioù ha gwez, o soñjal ne vefe ket ezhomm kempenn anezho : an natur gouez. Dalc’het ez eus bet ivez plant ar vro, hag ar stank a oa eno.
Ur gorread 115 hektar a zo bet implijet evit ar c’harter nevez, da lavaret eo ez eo ken bras hag ur gêriadenn vihan ! Met daoust ha ma vefe bet krouet o soñjal en natur, ez eus bet staliet peadra evit ma vefe laouen an dud o vevan eno : skolioù, stalioù a bep seurt, pretioù, hag ar metro zoken.
Ekokarterioù a reer eus seurt raktresoù. Ur respont int da ec'honder ar c’hêrioù bras ha d’ar saotradur a vez pa vez re stank an niver a diez.
Ur raktres e Bro-Oueloù : an dourdredanva e Pempoull
kemmañE Bro-Oueloù, etre Pempoull hag Enez Vriad, ez eus bet staliet ereadurioù tredan dindan ar mor !
E miz Ebrel 2019 e voe klasket gant ar Saozon staliañ un dourdredanva, da lavaret eo milinoù danvor da broduiñ tredan : ur rod hag a dro a-drugarez da gas ar mor hepken ! Digoust, peurbadel pe dost, dav e oa klask gouzout ha tu a oa d'en ober.
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) L'éco-quartier