Ur rod-avel zo ur mekanik, pe un ardivink lusket gant nerzh an avel a-benn bangounellat dour pe fardañ tredan. Implijet e vez abaoe pell gant an dud evit aesaat o labour, malañ bleud er vilin da skouer.

Ur rod-avel war ar maez en Alamagn.
Ur rod-avel da fardañ tredan er Pas-de-Calais, e Bro-C'hall
Ar rod-avel savet gant Charles Francis Brush e Cleveland e 1888.

Charles Francis Brush a zo bet an hini kentañ o sevel ur rod-avel vihan evit reiñ tredan d'e di, gant batirioù, e 1888. Ar rod-avel gentañ bet krouet evit ar rouedad a zo bet savet gant Paul La Cour en 1890. Un nebeud bloavezhioù goude e savas ar rod-avel Lykkegard. E Bro-C'hall e oa krog da arnodiñ hag implijout ar rodoù-avel e 1955 gant EDF. Charles F. Brush eo an den kentañ da implijout ha da sevel ur rod-avel evit pourvezañ e di gant ur sistem batirioù, e 1888. An doare kentañ bet industrializet a zo bet savet gant Paul La Cour, e 1890. E 1957 eo e krouas Johannes Juul an « durbinenn Gedser » a servij da skouer evit ar rodoù-avel modern. Ar rod-avel Gedser he deus ur pourvezer a dri bann.

Mont en-dro ar rod-avel

kemmañ

Ur rod-avel a zo ur mekanik hag a zo lusket gant nerzh an avel a-benn bangounellat dour pe ober tredan. Galloudegezh ur rod-avel a zepant eus al lec'h m'emañ. Ul lec'h gant avel 30km/h, dre vras, a vo eizh gwech efedusoc'h eget ul lec'h gant avel 15km/h. Ur rod-avel a gerzh gwelloc'h pa vez avel alies ha reoliek. Tu zo d'implijout ur rod-avel adal ma vez avel etre 10 hag 20km/h.

Kreñvder ur rod-avel

kemmañ

Ur greizenn nukleel a brodu tro-dro da 1 500 MW d'ar muiañ tout. Kreñvder ur rod-avel a ya eus 1 da 6 MW. Ret eo kaout tro-dro da 1 000 rod-avel evit kaout ar memes kreñvder hag ur greizenn nukleel.

Ret eo kaout 2 wech muioc'h a vetoñs ha 3 gwech muioc'h a dir evit ober ur parkad rodoù-avel eget ur greizenn nukleel. Ur rod-avel a dro e-pad 6-7 eur (pa ne vez ket trawalc'h a avel pe pa vez re ne dro ket). E-pad an amzer a chom e vez produet tredan gant ur greizenn dermek, da gentañ-penn gant glaou.

Perak lakaat rodoù-avel

kemmañ

Lakaet e vez muioc'h-mui a rodoù-avel rak un energiezh padus eo an avel, hag atav e vo anezhi. Se zo ur mod da broduiñ tredan adalek un energiezh difin, an avel, hag a vez, e-lec'h ma vezont staliet, kazi bemdez.