Gouel Breizh
Gouel Breizh (Fête de la Bretagne e galleg) a zo un hollad abadennoù ha festoù savet war-dro an 19 a viz Mae (devezh sant Erwan, sant-paeron Breizh) e Breizh hag er bed a-bezh gant Bretoned divroet. Abaoe 2009 eo meret gant Kuzul-rannvro Breizh. Betek 2010 e veze anv eus «Gouel Erwan» ha «Saint-Yves» pe «Fest'Yves» e galleg[1], met divadezet e oa bet war-lerc'h klemm aozadurioù laik[2].
Gouel Breizh
Deiziad krouiñ | 1997 |
---|---|
Moranv | fête de la Saint-Yves, Gouel Erwan |
Stad | Frañs |
Darvoud-alc'hwez | gouel-meur |
Lec'hienn ofisiel | http://www.fetedelabretagne.bzh |