Ur gouel a zo ur prantad amzer, un devezh peurvuiañ, meur a hini a-wechoù, ma klask ur strollad tud, pe un darn eus an denelezh, ober ul lid pe kaout un tamm laouenidigezh en enor d'un darvoud istorel, pe d'un den. Prantad ar gouelioù a c'hell bezañ hini ul lid relijiel pe geodedel. Bez ez eus gouelioù evit abegoù foran : gouel en enor d'ar vro, d'ur sant pe evit degas soñj d'un darvoud pozitivel (trec'h, savadur, dieubidigezh...) pe en enor d'ur sant, d'un den illur pe evit lidañ ar mareadoù, diwezh an eost hag all. Gouelioù prevez a vez ivez evit enoriñ un den pe ur strollad tud, evit lidañ deiz-ha-bloazioù, disoc'hoù mat, produioù nevez...

Gouel Sant Padrig e Dulenn e 2019.

Gouel ha fest

kemmañ

E brezhoneg e reer gant ar gerioù gouel ha fest en un doare disheñvel.

Lavaret eo bet gant lod ne veze ket implijet gwechall ar ger gouel evit an darvoudoù amrelijiel. Koulskoude e vije bet kavet gant Gwennole ar Menn implij ar ger gouel evit fest lik e-kreiz an XIXvet kantved. Tud all a respont n'eo ket ur wennili a ra an hañv, nag ur skouer hec'h-unan ur reolenn, dreist-holl mar deo kontrol d'ar boaz.

Deizioù Gouel er bed

kemmañ

Er broioù kristen e lider Nedeleg, Pask, Gouel an Hollsent ha Gouel ar Rouaned. Darn zo gouelioù-berz, darn all n'int ket. Er broioù katolik ez eus gouelioù sent ha sentezed, a zo gouelioù broadel a-wechoù :

Un nebeud gouelioù sent zo chomet er broioù protestant: Gouel Dewi e Kembre.

E Breizh e vez stag sent ar vro ouzh lec'hioù resis, ha komz a reer muioc'h eus pardonioù eget eus gouelioù neuze.

Gouelioù broadel pe stadel all zo lik, liammet alies gant dizalc'hiezh ar vro en demokratelezhioù. Gouel "broadel" Bro-C'hall, d'ar 14 a viz Gouhere, zo disheñvel avat.

Krouet ez eus bet gouelioù keodedel adalek an XXvet kantved ivez, evel :

Gouelioù aet da get

kemmañ

Gant ar relijionoù kozh e oa ivez gouelioù aet da get ganto, da skouer ar Saturnalioù hag ar Bakanalioù, e Roma gozh.