Gwennole ar Menn (Pariz, 14 Even 1938 - Sant-Brieg, 15 Ebrel 2009), Gwenolé Le Menn en ti-kêr, a oa ur yezhoniour hag un enklasker war ar brezhoneg. Emsaver breton e oa. Studiadennoù a bep seurt en deus graet war ar yezh dre vras, hag ar geriadurioù brezhoneg. Adembann, sevel notennoù ha displegañ a rae testennoù pe levrioù peurwerzhet, diaes da gavout evit al lodenn vrasañ eus an dud.

Gwennole ar Menn
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGwennole Le Menn Kemmañ
Anv ganedigezhGwennole Hervé Le Menn Kemmañ
Anv-familhLe Menn Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Mez 1938 Kemmañ
Lec'h ganedigezh7vet arondisamant eus Pariz Kemmañ
Deiziad ar marv15 Ebr 2009 Kemmañ
Lec'h ar marvSant-Brieg Kemmañ
TadHerve ar Menn Kemmañ
PriedGarmenig Ihuelloù Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridbrezhoneg, galleg Kemmañ
Michergeriadurour Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Breizh-Uhel Kemmañ
Rener tezennLéon Fleuriot Kemmañ
Bet studier daLéon Fleuriot Kemmañ
Ezel eusBagad Bleimor Kemmañ
 

Ganet e oa bet Gwennole ar Menn e Pariz rak aet e oa e dad, Herve ar Menn hag e vamm da glask labour du-hont da c'hortoz eurediñ. N'en doa ket raktresoù resis pa oa yaouank betek ma tremenje ar vachelouriezh « Math. Elem », ur vachelouriezh skiantel. Kendalc'het en doa neuze gant e studioù war ar skiantoù en ur skol-uhel a-benn dont da vezañ ijinour war an elektro-mekanikerezh. A-raok echuiñ gant e studioù en doa bet tro da labourat e-giz soner binioù evit gounit un tamm arc'hant. Ezel e oa bet eus Bagad Bleimor. Aet e oa pelloc'h-pellañ rak tremenet e oa da gentañ er skingomz o seniñ Twist agricole, ha goude-se betek seniñ en Théâtre de France, m'en doa bet tro da gejañ ouzh arzourien brudet mat hiziv an deiz.
Dimezet e oa gant Garmenig Ihuellou ha bet o deus pevar mab : Riwall, Tangi, Malo ha Brieg.

Met c'hoant en doa da vevañ e Breizh. Ha setu e oa distroet d'e vro en ur gregiñ da labourat e-giz kelenner war ar matematik hag ar mekanikerezh. War un dro e heulie ivez kentelioù war al lizhiri e Roazhon ha c'hoazh e kinnige abadennoù skingomz, ar pezh a reas e-pad 6 vloaz. Goude-se, e tremenas er skinwel, e FR3, oc'h ober abadennoù diwar-benn anvioù-tud, divinadelloù, krennlavarioù ha respont da c'houlennoù ar sellerien. En diwezh e savas un dezenn war istor ar geriadurioù brezhonek. Adalek 1957 en em lakaas da skrivañ da vat. E 1965 e oa kelenner e SADED. E 1969 e Dulenn e voe embannet e levr kentañ, kensavet gant Roparz Hemon diwar-benn pezhioù-c'hoari e krennvrezhoneg.

Plijet e oa gant a bep seurt lennegezh rak pa oa studier ez ae d'al levraoueg hag e kroge da zibab ul levr gant lizherenn gentañ al lizherenneg, A...B...C... Ha setu penaos e oa bet lennet gantañ a bep seurt traoù en ur dremen eus romantoù polis d'ar re skiant-faltazi ha c'hoazh levrioù deskadurezh (yezhoniezh, istor hag all).

Ur wech echuet gantañ e studioù e krogas gant ul labour all : klasker er CNRS (Centre National de la Recherche Scientifique), ma rae enklaskoù war ar yezhoù keltiek. Kelenner e teuas da vezañ e skol-veur Roazhon er memes koulz. Labouret en doa kalz war ar c'hrennvrezhoneg ; adalek 1996 ec'h embannas skridoù kozh gant kalz a notennoù, studi ar gerioù, hag all.

E-pad meur a vloaz e kinnigas un abadenn pe war RBI pe Radio Armorique war anvioù-familh an dud e Breizh. Brudet e oa dre Vreizh evit bezañ ur mailh war an anvioù-familh dre ma c'helle testeniekaat ar pezh a embanne o vezañ ma lenne kalzik a skridoù kozh.

Brudet e oa ivez e bro Sant-Brieg ha dreist-holl e dielldi an departamant, ma veze galvet alies da sikour lenn dielloù kozh e brezhoneg ha da ginnig an dielldi e brezhoneg gwech-ha-gwech-all.

Aet eo da Anaon d'ar 15 a viz Ebrel 2009 e Sant-Brieg.

Roll e oberennoù

kemmañ

Setu un toullad levrioù embannet gant Gwennole ar Menn.

  • Choix des prénoms Bretons, Sant-Brieg, PUB,1971, 71 p. Adembannadur Breizh, 1985, 93 p. ; adembannet 1991.
  • Les noms de familles les plus portés en Bretagne : 5 000 noms étudiés, Speied, Coop Breizh, 1993, 255 p
  • Histoire du théatre populaire Breton, XVe-XXe siècles, Skol, 1983, 83 p.
  • La femme au sein d'or : des chants populaires bretons aux légendes celtiques, Skol, 1985, 168p

Embann

kemmañ

Pennadoù a bep seurt

kemmañ

E brezhoneg

kemmañ
Pennadoù en Al Liamm
  • Studi : Un ti-yaouankiz e Breizh ; niv. 73 ; 156
  • Studi : Pariz, kreizenn ar bed ; niv. 79 ; 127
  • Barzhoneg : Barzhonegoù ; niv. 84 ; 56
  • Barzhoneg : Barzhonegoù ; niv. 85 ; 138
  • Barzhoneg : Barzhonegoù ; niv. 86 ; 205
  • Danevell : Un istor... ; niv. 87 ; 289
  • Barzhoneg : Argantael ; niv. 91 ; 151
  • Barzhoneg : Barzhonegoù ; niv. 96 ; 69
  • Studi : Ar wall-grennardiezh e Breizh ; niv. 138 ; 37
  • Studi : Pajennoù hol lennegezh kozh (1/3) ; niv. 204 ; 28
  • Studi : Pajennoù hol lennegezh kozh (2/3) ; niv. 206 ; 187
  • Studi : Pajennoù hol lennegezh kozh (3/3) ; niv. 208 ; 347
  • Studi : Ar c'helenner Leon Fleuriot (1923-1987) ; niv. 241 ; 81
  • Studi : Daou levr diaes-diaes da gavout ; niv. 295 ; 161
  • Studi : Un den ha n'am eus gwelet biskoazh : Roparz Hemon ; niv. 346 ; 58

E galleg

kemmañ
  • Les Bretons bretonnants d'après quelques textes et récits de voyage (XVIe-XVIIe siècles. Mémoires de la Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne, tome LXI, 1984, p. 105-134.