Gouel ar Rouaned, pe Gouel ar Rouanez (Rouane e Buhez ar Sent 1912), pe c’hoazh Gouel ar Sterenn, a zo ur gouel e relijionoù kristen 'zo hag a zegas soñj eus an Tri Roue bet o tegas profoù da Jezuz pa oa bet ganet.

An Azeuladenn, gant Sandro Botticelli (1475), Mirdi an Ofisoù.

An Aviel kemmañ

Daoust ma n’eo skrivet e nep lec’h en Aviel e vez graet rouaned anezho gant an hengoun hag e vije bet tri anezho. Hervez aviel Mazhev : "O vezañ aet en ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ez azeuljont anezhañ ha goude bezañ digoret o zeñzorioù e kinnigjont profoù dezhañ : aour, ezañs ha mir". (Aviel Mazhev, II, 12).

Ar vojenn kemmañ

N'eo ket resisaet anvioù an tri roue, met pourvezet int bet dezho gant an hengoun.

Dont a raent eus broioù ar sav-heol hag heuliet o dije bet ur steredenn vras hag he dije diskouezet an hent dezho. Hervez Sant Mazhev e c'houlennatajont an dud, ur wech erruet e Jeruzalem ( a zo un 10 km eus Betleem), dre m'edont o klask roue nevez-c'hanet ar Yuzevien, ar pezh a nec'has Herodez, gouarnour Judea, met ne fellas ket d'ar vajed dont d'e gelaouiñ war ar bugel en-dro.

Penaos e vezont skeudennet kemmañ

Skeudennet e vezont war meur a livadur ha meur a delwenn gant dilhad koustus ha livet liesliv. A-hed ar c’hantvedoù eo emdroet o skeudenn. Lavaret zo bet e skeudennont teir rann ar bed anavezet d’ar c’houlz-se : Melkior a zeu eus Azia, Gaspar eus Europa, ha Baltazar eus Afrika.
Tri oad an den a skeudennont ivez : unan ’zo kozh, an eil ’zo e-kreiz e vrud, hag an trede ’zo yaouank.

 
An Tri Roue e kraou ar Mabig Jezuz, taolenn gant Fra Angelico ha Filippo Lippi

Lid kemmañ

Lidet e vez Gouel ar Rouaned d’ar 6 a viz Genver, pe neuze d’an eil Sul war-lerc’h Nedeleg (evit Iliz Frañs).

Gwastell ar Rouaned kemmañ

Debret e vez gwastell ar Rouaned a zo ur favenn e-barzh. An hini emañ ar favenn en e lod a zeu da vezañ roue evit an devezh, roet ur gurunenn dezhañ pe...dezhi.

Er broioù spagnolek kemmañ

An Tri Roue (los Reyes Magos) eo a zegas profoù d'ar vugale.