Fra Angelico
Guido di Pietro a oa ur manac'h italian anvet Fra Giovanni, hag ivez Beato Angelico, pe Fra Angelico, hag a oa livour meur e penn-kentañ ar XVvet kantved. Lakaet eo bet da Wenvidig gant ar pab Yann-Baol II e 1984
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/41/Fra_Angelico_portrait.jpg/220px-Fra_Angelico_portrait.jpg)
Ganet e oa bet e Vicchio di Mugello e 1387 ha marvet e Roma d'an 18 a viz C'hwevrer 1455)
Klasket en deus ober gant doareoù-livañ an Azginivelezh italian en ur chom feal da dalvoudoù an arz krennamzerel a venne kenteliañ hag ober un implij relijiel eus ar sklerijenn.