Ur pennad Nedeleg (anv-tud) zo ivez.

Nedeleg[1] zo ur gouel kristen, hini ganedigezh Jezuz, mab Doue hervez ar gristenion. "Gouel Ginivelezh Hor Salver" eo an anv dik el liderezh kristen.

Nedeleg eo deiz ganedigezh Jezuz hervez ar gristenien
Ginivelezh, gant Bronzino.
Ar C'hinivelezh gwelet er XVvet kantved (Les Très Riches Heures du duc de Berry)

E 1843 e skrivas Charles Dickens ar romant A Christmas Carol a reas da spered an Nedeleg advevañ[2].

Hiziv an deiz e vez lidet gouel Nedeleg gant nann-kristenion ivez. Dizoueidi, yuzevion, muzulmidi, hogos an holl familhoù a laka ur wezennig sapr kinklet en o sal-vras da geñver dibenn ar bloaz.

D'ar 25 a viz Kerzu an hini eo e vez lidet Nedeleg peurvuiañ (Nozveilh ar Pellgent a c'hoarvez eta etre ar 24 hag ar 25), nemet evit darn eus an ilizoù reizhkredennek, a zalc'h d'ar 7 a viz Genver (e Rusia, Polonia, Tchekia, Serbia, Bulgaria, Jorjia), ha d’ar 6 a viz Genver emañ evit Iliz Armenia.

An deiziad a zo bet termenet gant an iliz katolik da glotañ gant Gouel Yann ar Badezour, d'ar 24 a viz Mezheven, c'hwec'h miz a-raok, lesanvet "an Diaraoger", dre m'en doa disklêriet "Me eo ar vouezh a gri en dezerzh : kempennit an hent d'an Aotrou".

Gouel ar familh eo evit kalz a dud, gouel ar vugale dreist-holl, a c'hortoz gant mall profoù ar " Mabig Jezuz " evit ar gristenion, pe "Tad-kozh Nedeleg" (pe an Tad Nedeleg) bet degaset gantañ "dre ar siminal", e-harz ar wezenn-sapr, dirak botoù pep hini, e-pad noz ar Pellgent.

Giz ar profoù da-geñver Nedeleg en deus lakaet ar gouel-se da vezañ ur mare a-bouez evit ar c'henwerzh, ha kavet e vez abeg en emdroadur-se a zo natur koulskoude en armerzh a hiziv, diazezet war ar beveziñ.

Profoù nedeleg kemmañ

 
Golo ur c'hatalog Nedeleg e 1904.

C'hoarielloù, c'hoarioù pe arc'hant a vez profet d'ar vugale ha d'ar grennarded, ha profoù all d'an dud gour a-wechoù ivez. Paket e vezont gant paper-prof ha lakaet e vezont e traoñ ar wezenn Nedeleg. Digoret e vezont da hanternoz pe d'ar beure war-lerc'h.

Nedeleg Laouen kemmañ

Hetet e vez un Nedeleg Laouen d'an dud e kalz yezhoù

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Gouel Nedeleg, e Buhez ar Sent (1912).
  2. Rowell, Geoffrey, Dickens and the Construction of Christmas, History Today, Volume: 43 Issue: 12, December 1993, pp. 17 – 24