Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

Ginivelezh (eus ar verb genel) a zo ur ger hag a vez implijet dreist-holl da ober anv eus gouel Nedeleg el liderezh kristen.

Setu amañ petra a zisklêr ar pennlider e penn-kentañ noz-veilh ar Pellgent, da ginnig ar Gouel a-bouez-se d'ar Gristenion, an eil goude hini Pask:

«Kantvedoù hir goude krouidigezh ar bed, pa grouas Doue, er penn-kentañ, an neñv hag an douar,
Pell amzer goude al Liñvadenn-veur,
Ouzhpenn daou vil bloaz goude ganedigezh Abraham,
Hogos pemzek kant vloaz goude Moizez,
hag ermaeziadeg Pobl Israel eus Bro an Ejipt,
War-dro mil bloaz goude tronedigezh ar roue David,
Er pemzekvet bloavezh ha tri-ugent diougan Daniel,
Er pevarzekvet olimpiadenn ha nav-ugent hag er seizh kant eizhvet bloavezh hag hanter-kant eus savedigezh Roma,
Er bloaz daou ha daou-ugent an impalaer Octavius Augustus,
E-doug c'hwec'hvet oadvezh ar bed douarel,
Ar bed holl o vezañ e peoc'h,
Jezuz Krist,
Doue peurbad ha Mab an Tad peurbad,
mennet da santelaat ar bed dre e Zonedigezh trugarezus,
goude bezañ bet engehentet dre ar Spered Santel,
a zo bet ganet e Betlehem Bro-Youda
eus ar Werc'hez Vari
doue graet den.
Setu ginivelezh hon Aotrou Jezuz Krist hervez ar c'hig.»

Merkañ a ra eta ar C'hinivelezh darvoud meur an Enkorfidigezh evit ar Gristenion.

Ginivelezh, gant Fra Angelico, e kouent Sant Marco e Firenze.