Daniel
anv paotr
Daniel ([dã'ni:el]), pe Deniel (['denjel]), zo anv-badez brezhonek, a orin hebreek hag a gaver e meur a yezh. Brudet eo bet abalamour ma oa anv haroz Levr Daniel en Testamant Kozh, hogen dre ma koazh levezon ar Bibl en hon amzer e teu raloc'h an anv.
Yezhoù all
kemmañAnv-tud
kemmañRoet eo bet stank e Breizh d'ar baotredigoù war-dro eil hanterenn an XXvet kantved.
- Daniel Delaveau, politikour gall, bet maer Roazhon
- Daniel Drem Rud, roue marvet e 703
- Daniel Doujet, kelenner
- Daniel Feon, talabarder tregeriat
- Daniel Giraudon, gwerinoniour
- Daniel Kernalegenn, troour hag istorour brezhonek
- Daniel Le Bras, anavezetoc'h evel Dan ar Braz, gitarour
- Daniel Le Flanchec (1881-1944), bet maer Douarnenez
- Daniel Clérice (1912-1990), aktour sinema
- Daniel Cohn-Bendit, politikour
- Danyel Gérard, kaner
- Daniel Ivernel (1918-1999), aktour (c'hoariva ha sinema)
- Daniel Sarrabat (1666-1748), livour
- Daniel Defoe, skrivagner
- Daniel Day-Lewis (g. e 1957), aktour
- Daniel Owen (1813-1895), romantour kembraek
- Daniel Ortega (g. e 1945), prezidant ar republik
- Daniel Giraud Elliot (1835-1915), evnoniour
- Daniel Libeskind (g. e 1946), savour
Anv-tiegezh
kemmañ- Arnaut Daniel, troubadour provañsat eus an XIIIvet kantved
- Iouli Daniel (1926-1988), skrivagner rus
Anvioù-tiegezh deveret
kemmañ- Danielou, e brezhoneg
- Daniels, e saozneg
- Daniau, Deniau, e galleg
Lec'hioù
kemmañAn anv Daniel a gaver e meur a anv-lec'h e Breizh